Brezhoneg - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
brezhoneg
yezh naturel
yezh vev
Iskevrennad eus
predeneg ar mervent
Rann eus
yezhoù rannvroel Frañs
Anv er yezh orin
brezhoneg
Stad
Frañs
Genidik a
Breizh
Rannvro Breizh
Daveennoù douaroniel
48°0′0″N 3°0′0″W
Deiziad kregiñ
5. century
Linguistic typology
Yezh VSO
Yezh V2
Nominativel-akuzativel
yezh enteuzel
Reizh yezhadurel
gourel
benel
Lizherenneg
lizherenneg ar brezhoneg
Language regulatory body
Ofis publik ar brezhoneg
Statud ar yezh hervez an UNESCO
4 en arvar bras
Ethnologue language status
7 Shifting
Hashtag
bzhg
Has conjugation class
regular Breton conjugation
Rummad tost
Category:Breton pronunciation
Stumm benel an dikedenn
la langue bretonne
Kod yezh Wikimedia
br
Category for music in this language
Category:Breton-language music
Eus Wikidata
Brezhoneg
Perzhioù
Komzet e :
Breizh
Rannved :
Europa
Komzet gant :
107 000 (e 2024)
Renkadur :
goude 100
Familh-yezh
Yezhoù indezeuropek
Yezhoù keltiek
Predeneg
Brezhoneg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel
e :
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
br
ISO 639-2
bre
ISO 639-3
Kod SIL
BRE
Sellit ivez ouzh ar pennad
Yezh
Ur
yezh keltiek
a orin eus
Enez Vreizh
Breizh-Veur
Preden
) hag eus skourr ar
yezhoù predenek
eo ar
brezhoneg
, pe ar
breton
e lec'hioù zo
. Deuet e vije diwar ur yezh voutin a vije bet etre Enez Vreizh ha
Breizh Vihan
Arvorig
) e-tro dibenn an
Henamzer
. A-gozh e vez komzet ha skrivet e
Breizh
Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus
Breizh-Uhel
Bro-Naoned
ha
Bro-Roazhon
), buan e yeas da get e
Bro-Zol
hag e
Bro-Sant-Maloù
levezonet-don e voe gant ar
romaneg
e bro
Gwerrann
hag e
Bro-Gwened
. Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e
Breizh-Izel
, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus
Plouha
da
Wened
E 2024 e istimed e oa 107 000 brezhoneger
Istor diavaez ar brezhoneg
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Hervez sontadeg TMO-KR Breizh 2018 hag
OPaB
246 180
a dud en holl.
Bet eo komzet ar brezhoneg gant pennoù bras Stad Breizh betek an
XII
vet
kantved
a-raok bezañ dilezet ganto. Deuet eo tamm-ha-tamm da vezañ yezh Goueled Breizh hag ar bobl vunut p'eo bet dilezet d'e dro gant an
noblañs
hag ar
vourc'hizien
, a zo aet war ar
galleg
. Al
latin
e oa yezh skrivet
duged Breizh
, hag ar galleg adalek ar
XV
vet
kantved
. Chomet ez eus gerioù prizius diwar ar brezhoneg kozh a vez implijet hiziv an deiz da sevel gerioù brezhonek nevez war tachennoù evel ar
brederouriezh
ha skiantoù mab-den, da skouer.
Kar-tost eo ar brezhoneg d'ar
c'hembraeg
ha, marteze, un tammig d’ar
galianeg
hag a zo aet da goll da vat war-dro kreiz ar
VII
vet
kantved
, met n'eus tamm prouenn ebet e vefe bet levezonet ar brezhoneg gant ar galianeg peogwir n'ouzer ket nemeur a dra a-zivout stad ar galianeg en amzer donedigezh
Brezhoned
an Inizi da Vreizh-Vihan ha n'ouzer ket kalz hiroc'h diwar-benn brezhoneg an amzer-se kennebeut. Anavezet eo ar brezhoneg gant
Aozadur ar Broadoù Unanet
evel ur yezh evel ar re all.
Brezhoneg ha Dispac'h gall
kemmañ
kemmañ ar vammenn
N'he deus ar vonarkiezh graet netra a-enep ar yezhoù disheñvel diouzh ar galleg, met adal an
Dispac'h gall
eo bet cheñchet an traoù
. Kroget ez eus bet da gelenn galleg d'an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet
patois
anezho en un doare dismegañsus, e Breizh peurgetket a-drugarez da zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe
gatolik
. Dalc'het e voe d'ar
politikerezh
-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar
bloavezhioù 1960
, da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer bugale dic'hallek desavet e brezhoneg gant o zud.
E deroù an
XXI
vet
kantved
, ha pa gendalc'hfe ar politikerezh gall da lakaat galleg dre holl abalamour m'eo
yezh ar republik
, e veze komzet brezhoneg gant war-dro 300 000 a dud c'hoazh (e-skoaz 1 300 000 er bloaz
1930
). Evit diskouez pegen kriz eo bet an traoù a-enep ar brezhoneg ez eus ur frazenn anavezet mat hag a lavar splann an traoù : «
Il est interdit de cracher par terre et de parler breton
». E penn-kentañ an
XX
vet
kantved
ne ouie an hanter eus an dud nemet brezhoneg hag an hanter all a ouie an div yezh. Er bloaz
1950
ne chome mui nemet 100 000 a dud na ouient nemet brezhoneg.
Hiziv an deiz ez eo ar brezhoneg ar yezh keltiek nemeti hep statud ofisiel ebet. Ne fell ket d'ar gouarnamant lakaat cheñch
mellad
2 ar
vonreizh
bet degemeret er bloaz
1994
hag a embann
La langue de la République est le français
Ingal en em vod dekviliadoù a dud e
Frañs
evit goulenn ma vefe kemmet al lezenn-se : en
Europa
ne vez kavet ul lezenn evel-se nemet e
Frañs
Nevez zo eo bet ar skolioù
Diwan
o klemm dirak
Lez europat gwirioù mab-den
evit ma vefe doujet da wirioù ar Vretoned e-keñver o yezh.
Brezhoneg a vez komzet ivez en estrenvro hag e
Bro-C'hall
, er c'hêrioù bras dreist-holl.
Marevezhioù ar brezhoneg
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Spilhennig
» : merk ar vrezhonegerien.
Boas eur da rannañ istor ar brezhoneg e meur a varevezh.
Betek an
VII
vet
kantved
ne oa bet kemm bras ebet etre ar
predeneg
komzet e Breizh-Vihan hag an hini komzet e Breizh-Veur.
An
henvrezhoneg
, eus ar
VII
vet
kantved
betek an
XI
vet
kantved
. N’anavezomp yezh ar mare-se nemet dre dammoù frazennoù berr-berr, gerioù (
spisc'herioù
), anvioù tud hag anvioù lec’h.
Ar
c’hrennvrezhoneg
, eus an
XI
vet
kantved
betek ar
XVI
vet
kantved
. Eus an amzer-se ec’h anavezomp dreist-holl pezhioù-c’hoari, hir-mat alies a-walc’h.
Ar
brezhoneg raknevez
eus ar
XVII
vet
kantved
betek penn kentañ an
XIX
vet
kantved
Ar
brezhoneg kempred
betek bremañ.
An deskadurezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
% a skolidi en un hentad divyezhek er 1añ derez
% a dud a-du pe a-du-kenañ da gaout muioc'h a vrezhoneg er skolioù
Er bloaz
1977
e voe krouet ar rouedad skolioù
Diwan
. Er skolioù-se e vez desket dre ar brezhoneg (4 337 skoliad da vare an distro-skol e 2018
).
Klasoù divyezhek zo ivez e skolioù stad (
Div Yezh
- 8 563 skoliad) hag e skolioù katolik prevez (
Dihun
- 5 437 skoliad)
). Miliadoù a dud yaouank (18 337 en holl e
2018
) a ya da skolioù seurt-se adal ar
skol-vamm
betek fin al
lise
Pell emañ ar sifroù-se diouzh goulenn an dud c'hoazh, hervez disoc'hoù sontadeg TMO/Kuzul-rannvro Breizh 2018.
Geriadurouriezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Gwelit :
geriadurouriezh ar brezhoneg
Rannyezhoù ar brezhoneg
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Gwelit :
rannyezhouriezh ar brezhoneg
Petra zo dibar d'ar brezhoneg ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Tres ar verb : ober / bezañ oc'h ober
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Evel en
iwerzhoneg
ez eus daou stumm da bep amzer verb e brezhoneg. Kemm zo etrezo hervez m'eo boas an ober pe n'eo ket. Kavet e vez traoù evel-se e
saozneg
ivez. Kavout a reer en amzer-vremañ ur stumm boas hag ur stumm war ober :
Me zo o komz gant ma amezeg
(bremañ pa lavaran)
Me a gomz gant ma amezeg
(bep mintin)
Er verb
bout
bezañ
) hag er verb
kaout
avat ez eus daou stumm disheñvel hep stumm war ober ebet (gant ar « verb bezañ + o + anv-verb ») :
Skuizh on hiziv
Skuizh e vezan da Wener
Naon am eus heno(a)zh
Naon am bo fenoz
Naon am bez bemnoz
Araogennoù displeget
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Evel er yezhoù keltiek all a-vremañ e vez displeget an araogennoù e brezhoneg hervez ar gour, da lavaret eo ez a ar raganvioù-gour d'ober ur ger hepken gant an araogenn zo araozo.
Araogenn
GANT
Gour
Displegadur
me
gan
in
te
gan
it

gant

hi
gant
ni
gan
imp
, gan
eomp
c'hwi
gan
eoc'h
gant
, gant
Keñveriañ gerioù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
En daolenn amañ dindan e kavor perzhioù boutin d'ar brezhoneg (hini Gwened ha KLT) hag ar
c'herneveureg
; ar gerioù
gallaouek
ha gallek zo roet ivez. Gellout a reer gwelet traoùigoù heñvel e brezhoneg ha gallaoueg, da skouer an doare da lavaret «
gwiñver
»,
kazh-koad
neuze e brezhoneg ha
chat-de-boéz
savet o-daou war an hevelep patrom, met war harzoù ar brezhoneg hepken e vez kavet an doare-se (
Sant-Yann-Brevele
), hag e
Gwernenez
, e
Breizh-Uhel
e kaver dre vras
chat d'étchuiré
chat d'écureuil
, evel en ul lodenn vras eus ar
yezhoù oil
Kerneveureg
(FSS)
Brezhoneg (
KLT
Gwenedeg
Gallaoueg
Galleg
gwenenen
gwenanenn
guérenen
avètt
abeille
kador
kador
kadoér
chaérr
chaise
keus
formaj/fourmaj/keuz
fourmaj
fórmaij
fromage
yn mes
er-m(a)ez
er-mêz
desort
sortie
kodha
kouezhañ
kouehel
cheir
tomber
gaver
gavr
gavr
biq
chèvre
chi
ti
ti
ostèu
maison
gweus
gweuz/muzell
muzell
lip
lèvre
ganow
genoù/beg
beg
góll
bouche
gueule
niver
niver
niver
limerot
numéro
peren
perenn
perenn
peirr
poire
skol
skol
skol
escoll
école
gwiwer
gwiñver, kazh-koad
razh-koed, kazh-koed
chat d'écureuil
chat-de-boéz
écureuil
steren
steredenn/sterenn
sterenn
esteill
étoile
megi
butunat/fumiñ
butunat
betunae
fumer
du tabac
hedhyw
hiziv/hirio/hiriou/hidiv
hiniv, hirio, hidiv
anoet
aujourd'hui
hwibana
c'hwibanañ/c'hwitellat/sutal…
c'hwitellat
sublae
siffler
Stourmoù evit ar yezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kalz anezho zo bet ; difeuls alies ha dic'hortoz eo ar re nevesañ.
Ur strollad nevez anvet
Ai'ta!
(deomp dezhi, e brezhoneg Treger ; gwelit
[1]
) a stourm evit ar yezh er vuhez foran gant fent ha preder.
Ur stourm all zo anezhañ eo ar stourm livadureg, da heul
Stourm ar Brezhoneg
(SAB). Kement hini hag a stourm evit ar yezh zo pedet neuze da ginklañ ur blog gant e wellañ livadurioù (gwelit
[2]
).
Politikerezh evit ar yezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
En deskadurezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
A-benn talañ ouzh an diouer a gelennerien stummet war an deskadurezh vrezhoneg ez eus bet krouet yalc'hadoù "Skoazell & Desk" gant ar rannvroioù hag ar c'huzul bro.
Bruderezh evit ar yalc'had Skoazell & Desk
Levrioùgoù evit broudañ studierien da c'houlenn ar yalc'had Skoazell & Desk
Priziadeg 2018
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E miz Meurzh/Ebrel 2018 e voe goulennet gant ar gelennerien vrezhoneg lakaat da dremen arnodennoù live evit ar c'hlasadoù trede e Diwan, en deskadurezh katolik hag an deskadurezh foran, da welet live gwirion ar skolajidi e fin ar c'helc'hiad pevar (sañset B2 ar CECRL).
Er vuhez foran
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Er vuhez foran e kaver brezhoneg dindan daou stumm : ur c'hoant da vrudañ ar yezh ha da ziskouez ez eus politikerien a-du ganti, pe un implij gant brezhonegerien war ar pemdez.
Aliesoc'h-aliesañ e kaver ar brezhoneg er bed ekonomikel, ma vez degaset gant tud kar-o-yezh bet desket enni ha deuet da vezañ aktourien er bed-se. An abeg a genwerzh zo ivez dre emdroadur spered an dud a fell dezho adkavout un aergelc'h gwirion ha gwriziennet donoc'h en o endro
sevenadurel
Panell divyezhek e
Stankoù Apigné
Il-ha-Gwilen
Panell divyezhek e
Baden
Bro-Gwened
Mor-Bihan
Panell divyezhek er
Vro-Vigoudenn
en ur stal bleunioù
Ti an douristed e
Karaez
, panell degemer divyezhek
Panelloù-hent divyezhek e
Kemper
Diouer a stourm evit ar yezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E miz Kerzu 2006 e oa bet
Marc ar Fur
, kannad
UMP
(tu dehoù gall)
Loudieg
o kinnig e parlamant Pariz ur mennad savet evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall : kannad ebet eus ar
PS
gall e Breizh (na
Jean-Yves an Drian
, a zo ivez prezidant
Kuzul Rannvro Breizh
) n'en doa mouezhiet gant kinnig ar Fur.
Skort eo implij ar brezhoneg war an dachenn bolitikel e-maez an
Emsav
. Implijet e vez dreist-holl evit desachañ mouezhioù war-du ur strollad pe un den politikel. Ral eo ar c'hoant gwirion da harpañ ar yezh.
An niver a vrezhonegerien
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Hervez un enklask kaset gant
Fañch Broudig
ha
TMO
, paeet gant
Kuzul Rannvro Breizh
, ne vije nemet 207 000 brezhoneger ken e 2007. Hervez enklask an
INSEE
, kempoelloc'h hervez
Hervé Abalain
10
, graet e 1999, e vefe 295 000
11
. Hervez Efficience 3 (2001) e vefe 300 000
11
. Ur 100 000 a dud bennak pe ouzhpenn a gompren mat ar yezh hep he c'homz
12
Brezhonegerien zo e New York ; ar re-se oa degadoù bennaket anezho e 2012, hervez BZH New York, kevredigezh ar Vretoned eno
13
. N'eo ket gouiet hag ar re-se a gomz ar yezh a-wechoù pe bemdez, pe ar seurt rannyezh komzet ganto enni kennebeut.
Hervez ur studiadenn bet embannet e 2018 ez eus muioc'h evit 207 000 brezhoneger er vro
14
. Hervez ur studiadenn embannet gant Rannvro Breizh eus 2024 e oa istimet da gaout 107 000 brezhoneger
15
. Nebeutoc'h a vrezhonegerien met gant ur geidenn a oad o izelaat.
Krennlavaroù diwar-benn ar brezhoneg
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh
Hep brezhoneg Breizh ebet
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Sellit ouzh ar ger
Brezhoneg
er
wikeriadur
, ar geriadur frank.
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Brezhoneg
a vo kavet e
Wikimedia Commons
Jouitteau, M. (2009-bremañ)
ARBRES
, wikiyezhadur ar brezhoneg
, IKER, CNRS. (yezhadur wiki ar brezhoneg (skrivet e galleg), gant skouerioù troet ger-ha-ger ha keñveriadennoù gant yezhoù all).
L'Ouest en mémoire (Ina) - Petra eo ar Brezhoneg
Ethnologue
WikiTongues
Brezhoneg Bew
Banque Sonore des Dialectes Bretons
Brezhoneg Bro Vear
Yezholeiñ
Bretagne Culture Diversité – Sevenadurioù Breizh
Levrlennadur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Arzel Even
Istor ar yezhoù keltiek
, levrenn 1,
Hor Yezh
, 1987
(en)
Steve Hewitt :
The Degree of Acceptability of Modern Literary Breton to Native Speakers
, Department of Linguistics, Cambridge, 1977
Lenn en-linenn
Kavet :
05/10/2020
MADEG Mikael,
Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon
, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2020.
(en)
Steve Hewitt :
The problem of neo-speakers in language revitalization: The example of Breton
, University College, London, 2020
Lenn en-linenn
Kavet :
05/10/2020
Gwelet ivez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Deskadurezh vrezhonek
Lennegezh vrezhonek
Skrivagnerien vrezhonek
Lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar brezhoneg
Diwan
Div Yezh
Dihun
Ofis ar Brezhoneg
Lec'h ar brezhoneg er skolioù
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
breton .1
" ha "
breton .2
" war al lec'hienn
devri.bzh
Arzel Even,
op. cit
, p. 154.
Arzel Even,
op. cit.
, p. 158.
The use of French in Medieval Brittany, Michael Jones
, Éditions en ligne de l'École des Chartes, 2003
La Revolution française et la langue bretonne
(Ofis Publik ar Brezhoneg)
Ofis Publik ar Brezhoneg)
Eugène Rolland,
Faune populaire de France
, levrenn 7, p.150-157
Abalain (H.),
Histoire de la langue bretonne
, emb. Gisserot, 2000, p.37
11,0
ha
11,1
Hervé Abalain,
Le français et les langues historiques de la France Par Hervé Abalain
, emb. Gisserot, 2007, p. 276
Diwar F. Broudig,
Brud Nevez
, niv. 274, 2009, p. 38
Ar yech vrezoneg e New York e 2012.
. An-Amzair (31 'viz Kerzu 2012).
Bretagne.bzh
ka
ke
Yezhoù predenek
Brezhoneg
Cumbric
Kembraeg
Kerneveureg
Pennadoù kar:
Yezhoù keltiek
Yezhoù gouezelek
Brezhoned
Enez Vreizh
Rouantelezhioù brezhon
Hanternoz Kozh
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Porched Breizh
– Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Adtapet diwar «
Rummadoù
Brezhoneg
Yezhoù predenek
Yezhoù Frañs
Pennadoù da neptuekaat
Meneger yezhoù ar bed
Rummad kuzhet:
Pajennoù a ra gant an astenn Kartografer
Brezhoneg
Rannbennad nevez