Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Eleanor Roosevelt
o tiskouez Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e
spagnoleg
Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den
zo un disklêriadur degemeret gant
Emvod-meur
ar
Broadoù Unanet
d'an
10 a viz Kerzu
1948
Pariz
Gwirioù mab-den
diazez a zo anavezet gantañ.
John Peters Humphrey
Eleanor Roosevelt
ha
René Cassin
a voe e bennoberourien.
Disklêriañ a ra an destenn-mañ gwirioù diazez an den, o anaoudegezh hag o douj gant al lezenn. N'eus redi gwirel ebet ennañ avat, n'eo nemet un embann gwirioù.
Koulskoude e voe degemeret gant 48
stad
diwar 56. N'eus stad ebet he doa disklêriet e oa a-enep, hag eizh deusouto o doa abstenet. En o zouez
Suafrika
an
apartheid
a nac'has anavezout gwir ar c'hevatalder hep derc'hel kont eus ar ganidigezh pe ar ouenn.
Arabia Saoudat
a nagennas ar c'hevatalder etre paotred ha merc'hed. Absteniñ a reas
Polonia
Tchekoslovakia
Yougoslavia
ha
Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel
Rusia
Ukraina
Belarus
) ablamour ne oant ket a-du gant termenadur pennreolenn an hollvedelezh er mellad 2 dilinennad 1. Kavout a reer ivez stadoù
Yemen
ha
Honduras
Kavet e oa abeg en disklêriadur-mañ gant
Jeane Kirkpatrick
. Ur stourmerez amerikan evit ar gwirioù keodedel e oa. Diskuliañ a reas pilpouzerezh ar bolitikourien ha keñveriañ a reas disklêriadur hollvedell gwirioù-mab-den d'al lizher da zad Nedeleg.
Testennoù all evit klokaat anezhañ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den ne dalv redi ebet. Fellet eo bet da emvod-meur an ABU eta sevel ur Garta ar gwirioù mab-den a vije redius. Krouet e oa ur bobad ar gwirioù mab-den evit skrivañ homañ, da vare ar brezel yen. Div destenn a zeuas war-wel : ar
Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù armerzhel, sokial ha sevenadurel
hag ar
Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù keodedel ha politikel
60vet deiz-ha-bloaz e 2008
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Da geñver 60vet deiz-ha-bloaz an disklêriadur e oa bet divizet gant stadoù european zo oberiañ ur
pezh
euro
Malta
Portugal
Italia
Belgia
Finland
Un eilad eus an disklêriadur a oa bet kaset d'an
Egorlec'h Etrebroadel
d'an 14 a viz Du 2008, en
Arnodva European Columbus
Gwelet ivez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Gwirioù mab-den
Kenemglev-stern european gwirioù mab-den
Kuzul gwirioù mab-den ar Broadoù-Unanet
Burev Penngomiser ar Broadoù-Unanet evit gwirioù mab-den
Daveoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e brezhoneg
(Lexilogos)
(br)
Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e brezhoneg war lec'hienn Burev Penngomiser ar Broadoù Unanet evit Gwirioù-Mabden
(br)
(fr)
(en)
Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e brezhoneg, galleg ha saozneg war lec'hienn ti-kêr Rosko
(fr)
Lec'hienn
Amnesty International France
dediet da 60vet deiz-ha-bloaz Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den
Adtapet diwar «
Rummadoù
Feurioù-emglev
ABU
Gwirioù mab-den
Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den
Rannbennad nevez