Emsavadeg Pask - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Emsavadeg Pask
rebellion
Rann eus
brezel dizalc'hidigezh Iwerzhon
Anv er yezh orin
Éirí Amach na Cásca
Easter Rising
Stad
Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon
Lec'h
Dulenn
Kontelezh An Mhí
Kontelezh Gaillimh
Korkig
Deiziad
Ebrel 1916
Deiziad kregiñ
24 Ebr 1916
Deiziad echuiñ
29 Ebr 1916
Present in work
Downton Abbey
Eus Wikidata
Skrid-embann ar republik, Pask 1916
Emsavadeg Pask
iwerzhoneg
Éirí Amach na Cásca
saozneg
Easter Rising
) a oa bet un emsavadeg a grogas en
Iwerzhon
da vare
Pask
1916
An emsavadeg a oa aozet gant an emsaverien
republikan
da zistagañ o bro diouzh
Bro-Saoz
diwar-bouez an armoù pa oa Breizh-Veur oc'h en emgannañ war douar-bras Europa. Embann a rejont e oa "British difficulty is irish opportunity". An emsavadeg vrasañ e oa en Iwerzhon abaoe
emsavadeg 1798
. Padout a reas an emsavadeg, a oa aozet dreist-holl gant an
Irish Republican Brotherhood
, eus Lun Fask, d'ar
24 a viz Ebrel
1916
betek an 30. Izili eus an
Irish Volunteers
, renet gant
Padraig Pearse
, harpet gant an
Irish Citizen Army
renet gant
Séamas Ó Conghaile
a lakaas o dalc'h war savadurioù 'zo e lec'hioù strategek e
Dulenn
hag a embannas krouidigezh
Republik Iwerzhon
, dizalc'h diouzh
Bro-Saoz
. Dister e voe taolioù an emsavadeg er peurrest eus ar vro ha c'hwitañ a rejont nemet en
Cill Dhéagláin
, e
Kontelezh Mí
. Mouget e voe an emsavadeg goude c'hwec'h devezh emgann. Kaset e voe he fennoù dirak al
lez-vrezel
, barnet d'ar marv ha lazhet. Dont a reas a-benn an emsavadeg avat da zegas en-dro
republikanouriezh Iwerzhon
e-kreiz al leurenn bolitikel er vro. Nebeutoc'h evit tri bloaz goude, e miz
Genver
1919
, e oa aozet an
Dáil kentañ
ha diazezet da vat
Republik Iwerzhon
gant stourmerien an emsavadeg chomet bev.
E 2016 eo bet embannet gant
Aleksandr ar Gall
Mouladurioù Hor Yezh
un dastumad skridoù liesseurt diwar-benn an Emsavadeg en istor Iwerzhon hag he heklevioù e Breizh, dindan an titl
Hep frankiz peoc'h ebet
. Disklêriadur ar gouarnamant da-c'hortoz a gaver ennañ troet e brezhoneg.
Adtapet diwar «
Rummadoù
Istor Iwerzhon
Brezelioù Iwerzhon
Emsavadegoù
Emsavadeg Pask
Rannbennad nevez