Implijer:Ankou/Degemer/1 - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Implijer:Ankou
Degemer
Donemat deocʼh er
Wikipedia
, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl.
91 037
pennad emeur o sevel bremañ e rann
vrezhonek
an holloueziadur.
Istor
Skiantoù
Douaroniezh
Arzoù
Skiantoù an Den
Yezhoù
Istor
Naturouriezh
Douaroniezh
Arzoù
Skiantoù an Den
Yezhoù
Pennad ar miz
Kezeg ar C'hausse Méjean e Bro-Chall
Marc'h Przewalski
marc'h Prjevalski
spesad
Equus przewalskii
isspesad
Equus ferus przewalskii
pe
Equus caballus przewalskii
), zo ur spesad pe un isspesad kezeg gouez tost-kenañ d'ar spesad
Equus caballus
Kezeg Przewalski a vije bet diaraogerien ar c'hezeg doñvaet. Koulskoude ne zeuas ket an den a-benn d'o doñvaat biskoazh.
Kavet e voent e
1879
gant ar c'horonal ergerzhour
rusat
Nikolay Prjevalsky
Dzoungaria
, er menezioù war lez gouelec'h
Gobi
. A-raok an darvoud-se e soñje d'ar skiantourien e oa aet al loened-se da get, diouennet gant ar
Vongoled
abalamour da gaout kig.
1881
e voe dibabet an anv skiantel gant I.S. Poliakov, mirdiour Mirdi
loenoniezh
Akademiezh skiantoù
Sant-Petersbourg
Goude ar gavadenn e c'houlennas meur a zoo kavout un nebeud loened. Abalamour d'o gouezder e vije bet diskaret bagadoù a-bezh eus ar c'hezeg-se gant ar chaseourien evit tapout un nebeud loened hepken. Dre benn d'ar chase-se peurgetket ez eas ar spesad war rouesaat hag al loened gouez diwezhañ a oa bet gwelet e
Mongolia
1969
. Adalek ar mare-se e vez sellet ouzh ar spesad-se evel diouennet en natur.
Er zooioù e voe miret ar spesad bev. Diskenn a rafe an holl gezeg Przewalski a-vremañ eus ur strollad 9 pe 12 marc'h a-douez an 31 loen tapet bev e diwezh an
Eil Brezel Bed
, a ziskenne o-unan eus an 13 marc'h tapet e
1900
. Gwirheñvel eo e oa un
hiron
marc'h doñv en o zouez.
War-dro
1977
ne chome ken 300 loen bev er zooioù dre ar bed, neuze e voe savet eskemmoù mirc'hi servij da greskiñ ar boblañs-se gant zooioù hag ensavadurioù, hag e deroù an
XXI
vet
kantved
} e konter war-dro 1 800 loen.
muioc'h...
Keleier
Gwelet ivez
Keleier ar vro
Péter Magyar
12 a viz Ebrel
: mont a ra ar maout gant
Péter Magyar
(skeudenn)
e dilennadegoù kannaded
Hungaria
10 a viz Ebrel
: kroget eo en
Islamabad
ar marc'hata evit un emglev a beoc'h etre
Stadoù-Unanet Amerika
hag
Iran
7 a viz Ebrel
: dieubet eo Cécile Kohler ha Jacques Paris bet
gouestlidi
en
Iran
24 a viz Meurzh
: gant ar strollad
Socialdemokratiet
, strollad ar c'hentañ ministr
Mette Frederiksen
, eo aet ar maout e dilennadeg kannaded ar
Folketing
parlamant
Danmark
22 a viz Meurzh
: marvet eo
Lionel Jospin
, bet
Kentañ Ministr Bro-C'hall
etre 1997 ha 2002.
16 a viz Meurzh
: kantadoù a dud zo lazhet e
Kaboul
gant
bombezadegoù aerlu Pakistan
15 a viz Meurzh
: kentañ tro
dilennadeg ar c'huzulioù-kêr e Bro-C'hall
12 a viz Meurzh
Bodadenn Vroadel ar Bobl
Sina
a zegemer ul lezenn "evit unvaniñ ar vroad" hag a laka ar
mandarineg
da vezañ ar yezh kelenn er stad a-bezh diwar-goust yezhoù ar minorelezhioù broadel evel an
tibeteg
, ar
mongoleg
pe an
ouigoureg
8 a viz Meurzh
Mojtaba C'hamenei
zo dilennet da benn uhelañ
Iran
goude
lazhadenn e dad
Ali C'hamenei
28 a viz C'hwevrer
bombezet eo Iran
gant
Israel
hag an
SUA
, lazhet eo
Ali C'hamenei
ha degadoù a dud nann-soudard.
27 a viz C'hwevrer
: bombezet eo
Kaboul
ha
Kandahar
gant aerlu
Pakistan
ha disklêriet eo ar
brezel etre Pakistan hag Afghanistan
23 a viz C'hwevrer
Rob Jetten
a zeu da vezañ Kentañ Ministr an
Izelvroioù
22 a viz C'hwevrer
Nemesio Oseguera Cervantes
, penn ar
Cártel de Jalisco Nueva Generación
, zo lazhet gant an
arme vec'hikan
. Emsavioù feuls a zo en ugent
stad
eus
Mec'hiko
A bep seurt
Tavarn ar Wikipedourien
: demata, kafeta, marc'hata, teodata ha chopinata
Porched ar gumuniezh
(Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)
Roll ar porchedoù
Keleier ar Wiki
War gresk
ez a ar
Wikipedia
brezhonek, hogen goustatoc’h abaoe ur pennad. Emañ hon
holloueziadur
o vont da dizhout an niver a
37 000
pennad e miz Meurzh moarvat. Emaomp bremañ er 57
vet
renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar
serbo-kroateg
hag a-raok ar
piemonteg
. Evit gouzout hiroc'h :
An Deizlevr
. E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 68vet plas
[1]
). Derc’hel a reomp d’hor renk eta. Met pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor
Wiki-ni
. Taolit ur sell ouzh
roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ
. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp.
Evit kaozeal
diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek
Tavarn ar wikipedourien
* Taolit ur sell ouzh
ar pennadoù nevez boulc'het
gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat.
* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar
Wikimammenn
, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, savet tamm-ha-tamm gant un nebeud tud evel
Implijer:VIGNERON
pe
Implijer:Gwendal
. Gourc’hemennoù dezho !
Ur raktres eus
diazezadur Wikimedia
eo
Wikipedia
. Meur a raktres
Wiki
all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :
Wikipedia
en
holl yezhoù
Wikeriadur
geriadur hollvedel
Wikimedia commons
bank roadennoù liesvedia
Wikimammenn
levraoueg hollvedel
Wikispesad
meneger ar bev
Wikiarroud
dastumad arroudennoù
Meta-Wiki
kenurzhiañ raktresoù Wikimedia
Adtapet diwar «
Implijer
Ankou/Degemer/1
Rannbennad nevez