Izelvroioù - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gwelet
Izelvroioù (disheñvelout)
Unaniezh Europa
An Izelvroioù
(nl)
Nederland
Banniel
Ardamezioù
Ger-stur
Je maintiendrai
("Delc'her a rin")
Lec’hiadur an Izelvroioù
Yezh ofisiel
Nederlandeg
Kêr-benn
Amsterdam
Statud politikel
Rouantelezh vonreizhel
demokratelezh parlamantel
Roue
Gwilherm-Alesandr
Kentañ Ministr
Rob Jetten
Gorread
• En holl
• % dour
41 543 km²
18,41%
Poblañs
17 337 403
(2021)
Stankter
417 ann./km²
Moneiz
euro
(€)
Kan broadel
Wilhelmus
Gouel broadel
27 a viz Ebrel
(Gouel ar Roue)
Kod Internet
.nl
Kod pellgomz
31
Kartenn an Izelvroioù e 1975 (e
saozneg
An
Izelvroioù
, anvet ivez
Nederland
, a zo unan eus
stadoù
Europa
hag ur
rouantelezh
etre
Belgia
hag
Alamagn
. E-barzh ar rouantelezh-se emañ ivez an
Antilhez Nederlandat
hag
Aruba
. Abaoe an deroù emañ ivez an Izelvroioù en
Unaniezh Europa
, en
AFNA
, hag unan eus teir elfenn ar
Beneluks
eo ivez.
An anv
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E-kichen an anv ofisiel
Koninkrijk der Nederlanden
(« Rouantelezh an Izelvroioù »), e reer ivez er vro gant ur stumm berroc’h,
Nederland
. Graet e vez ivez, e broioù all, gant un anv all,
Holland
, a vez, pe a veze, implijet e meur a yezh all hag a zo bet implijet e brezhoneg. Bezañ ez eo
Holland
avat anv unan eus broioù istorel an Izelvroioù (rannet hiziv an deiz e div broviñs), hag ober gant Holland e-lec’h Izelvroioù (Nederland) ne blij ket kaer da dud ar proviñsoù all, evel
Limburg
pe
Friz
(o deus ur yezh disheñvel-krenn).
E skridoù brezhonek gwechall e c’heller kavout
Holland
hag ivez
Hollandizien
evit an dud, ha
hollandeg
evit ar yezh.
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
An douaroù en em led bremañ en Izelvroioù zo bet distank o foblañs e-pad pell, dre ma oant douaroù izel a veze beuzet gant ar mor ur wech ar mare. Goude an Henamzer e teuas war wel broioù bihan a oa e-barzh an
Impalaeriezh Santel Roman ha German
. An dugelezhioù hag ar c’hontelezhioù-se en em gavas en hêrezh familh an
Habsbourged
, pa voent impalaerien an Impalaeriezh Santel Roman. Ganto e voe bodet ar broioù-se evel ur rann a-gostez eus an Impalaeriezh.
Goude marv an impalaer
Karl V
e voe rannet e hêrezh hag en em gavout a reas ar
Broioù Izel
e dalc’h
Fulup II
, roue
Spagn
. Goude emgannoù relijiel ha politikel e tisklêrias an
Izelvroioù
e oant dizalc’h. Echuiñ a reas ar
Brezel pevar-ugent vloaz
gant Spagn e
1648
. Seizh proviñs a voe unanet dre
Unaniezh Utrecht
, e
1579
, da vont d’ober
Republik ar Seizh Izelvro-Unanet
(anvet ivez ar "
Proviñsoù-Unanet
"). Proviñsoù ar c’hreisteiz a chomas e dalc’h an Habsbourged avat.
Kantved Aour
an Izelvroioù a reer eus
XVII
vet
kantved
, rak en he bleuñv e voe neuze ar Republik nevez, deuet da vezañ ur vro c’halloudus war dachenn ar c’henwerzh hag ar sevenadur. Ur perzh bras a voe kemeret gant tierned ar familh Oranje-Nassau, diskennidi bleiner an emsavadeg a-enep Spagn, ar priñs
Wilhelm I

. D’ar mare-se ivez e krogas an Izelvroioù da gaout trevadennoù dre ar bed a-bezh.
Aloubet e voe an Izelvroioù gant ar C’hallaoued e dibenn an
XVIII
vet
kantved
. Goude drouziwezh Napoleon, e
1815
, e voe savet
Rouantelezh Unanet an Izelvroioù
, a advode holl
Broioù Izel
an Impalaeriezh Santel Roman. Emsavadeg a voe e broioù ar c’hreisteiz e
1830
, ha
Belgia
en em zistagas diouzh an Izelvroioù. Ne voe anavezet dizalc’hidigezh Belgia gant roue an Izelvroioù,
Wilhelm Iañ an Izelvroioù
, nemet e
1839
. Ur broviñs e gevred Belgia,
Luksembourg
, a chome stag ouzh an Izelvroioù dre ma oa roue an Izelvroioù e penn ar vro-se, gant an titl
arc’hdug
. E
1890
avat e voe torret al liamm-se, pa varvas ar roue
Wilhelm III an Izelvroioù
: kemeret e voe e blas war dron an Izelvroioù gant e verc’h
Wilhelmina
met ne c’hellas ket houmañ bezañ anvet e penn Luksembourg abalamour da lezennoù an hêrezh a vire ouzh ar merc’hed a vezañ e penn ar vro-se. Distag-krenn e voe Luksembourg hag an Izelvroioù hiviziken.
En
XIX
vet
kantved
e kreskas impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù, gant
Indez Nederlandat ar Reter
hag
Indez Nederlandat ar C'hornôg
Neptu e chomas an Izelvroioù e-pad ar
Brezel bed kentañ
. En
Eil brezel bed
avat ne c’hellas ket ober heñvel pa voe aloubet gant arme
Alamagn
e miz Mae
1940
. Dieubet e voe e
1945
. Goude-se n'eus ket fellet d'an Izelvroioù bezañ neptu ha kenlabouret o deus a-zevri en aozadurioù etrebroadel : gant
Belgia
ha
Luksembourg
e voe savet un unaniezh anvet
Beneluks
; mont a reas an Izelvroioù e-barzh an aozadur milourel etrebroadel anvet
AFNA
; adalek
1957
e voe ezel eus
Kumuniezh Europa
(zo deuet da vezañ
Unaniezh Europa
). Degemer a reas an
euro
da voneiz e
2001
, da gemer lec’h moneiz ar vro, ar
florin
En
XX
vet
kantved
e klaskas an Izelvroioù, en deroù, mirout ouzh
Indez Nederlandat ar Reter
a zont da vezañ dizalc’h, met en aner, ha dont a reas
Indonezia
da vezañ dieub e
1949
. Plaenoc’h e voe an traoù e lodennoù all eus an impalaeriezh trevadennel, evel e
Surinam
, a zeuas da vezañ emren da gentañ, e
1954
, ha dizalc’h da vat e
1975
Melestradur
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Proviñsoù an Izelvroioù
Hervez ar
vonreizh
eo
Amsterdam
ar
gêr-benn
met en
Haag
Den Haag
pe
s-Gravenhage
nederlandeg
) emañ sez ar gouarnamant, palez ar rouanez hag un darn vat eus ar
c'hannatioù
Rannet eo an Izelvroioù e 12 proviñs.
Drenthe
(kêr-benn :
Assen
Flevoland
(kêr-benn :
Lelystad
Friz
(kêr-benn :
Leeuwarden
Gelderland
(kêr-benn :
Arnhem
Groningen
(kêr-benn :
Groningen
Limburg
(kêr-benn :
Maastricht
Noord-Brabant
(kêr-benn :
's-Hertogenbosch
Noord-Holland
(kêr-benn :
Haarlem
Overijssel
(kêr-benn :
Zwolle
Utrecht
(kêr-benn :
Utrecht
Zeeland
(kêr-benn :
Middelburg
Zuid-Holland
(kêr-benn :
Den Haag
==>
Gwelout :
Proviñsoù an Izelvroioù‎
Un nebeud kêrioù bras
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Alkmaar
Almelo
Almere
Alphen aan den Rijn
Amersfoort
Amstelveen
Amsterdam
Apeldoorn
Arnhem
Assen
Bergen op Zoom
Breda
Capelle aan den IJssel
Delft
Den Haag
Deventer
Dordrecht
Ede
Eindhoven
Emmen
Enschede
Gouda
Groningen
Haarlem
Heerlen
Helmond
Hengelo
's-Hertogenbosch
Hilversum
Hoofddorp
Hoorn
Leiden
Lelystad
Leeuwarden
(Ljouwert)
Maastricht
Middelburg
Nieuwegein
Nijmegen
Oss
Purmerend
Roosendaal
Rotterdam
Schiedam
Spijkenisse
Tilburg
Utrecht
Veenendaal
Vlaardingen
Venlo
Zaandam
Zeist
Zoetermeer
Zwolle
A-hend-all eo rannet ar vro e 380 a
gumunioù
(2018).
==>
Gwelout :
Listennad kumunioù an Izelvroioù
Hin
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Miz
Genver
C'hwevrer
Meurzh
Ebrel
Mae
Even
Gouere
Eost
Gwengolo
Here
Du
Kerzu
Bloaz
Keidenn temperadur uhelañ (°C)
5.2
6.1
9.6
12.9
17.6
19.8
22.1
22.3
18.7
14.2
9.1
6.4
13.7
Keidenn temperadur izelañ (°C)
0.0
-0.1
2.0
3.5
7.5
10.2
12.5
12.0
9.6
6.5
3.2
1.3
5.7
Keidenn temperadur (°C)
2.8
3.0
5.8
8.3
12.7
15.2
17.4
17.2
14.2
10.3
6.2
4.0
9.8
Miz
Genver
C'hwevrer
Meurzh
Ebrel
Mae
Even
Gouere
Eost
Gwengolo
Here
Du
Kerzu
Bloaz
Keidenn glaveier (mm)
67
48
65
45
62
72
70
58
72
77
81
77
793
Keidenn eurvezhioù heoliadur
52
79
114
158
204
187
196
192
133
106
60
44
1524
Yezhoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Div yezh zo ofisiel en Izelvroioù : an
nederlandeg
, komzet gant an darn vrasañ eus an annezidi ; hag ar
frizeg ar c'hornôg
, a gaozeer e proviñs
Friz
Fryslân
) hag a zo kenofisiel eno e-kichen an nederlandeg.
Ouzhpenn se emañ al
limbourgeg
hag ar rannyezhoù izelalamanek (
Nedersaksisch
e nederlandeg, ger-ha-ger «
izelsaksek
»), a vez komzet er reter hag en hanternoz, hag a zo anavezet evel « yezhoù rannvroel » gant an Izelvroioù, abaoe sinadur
Karta Europa evit ar yezhoù rannvroel pe vinorel
E bed an deskadurezh hag e bed an embregerezhioù e vez graet un implij stank a-walc’h eus ar
saozneg
: en eil kelc’hiad ar skolioù-meur (
Master
) e vez roet an darn vrasañ eus ar c’hentelioù e saozneg ha n’eo ket e nederlandeg, ha war-dro 85% eus holl annezidi ar vro a oar saozneg (ha 55–60%
alamaneg
).
Abalamour ma’z eus kalz enbroidi er vro e klever ivez a bep seurt yezhoù all : yezhoù evel an
indonezeg
pe ar
papiamento
, komzet e trevadennoù kozh an Izelvroioù pe e broioù zo stag c’hoazh ouzh ar Rouantelezh, hag ivez an
turkeg
, ar
c’hurdeg
, an
arabeg
pe an
tamazigh
(komzet gant an enbroidi deuet eus Hanternoz Afrika pe eus
Turkia
).
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Frizeg
zo ofisiel e
Friz
hag an
izelsaksoneg
hag al
limbourgeg
zo anavezet da yezhoù rannvro.
ka
ke
Stadoù ha tiriadoù ispisial
Europa
Unaniezh Europa
(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn
Aostria
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Finland
Frañs
Gres
Hungaria
Italia
Iwerzhon
· an
Izelvroioù
Kiprenez
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Malta
Polonia
Portugal
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Sveden
Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa
(47 stad)
Albania
Andorra
Armenia
Azerbaidjan
Bosnia-ha-Herzegovina
Island
Jorjia
Liechtenstein
Moldova
Monako
Montenegro
Norvegia
Makedonia an Norzh
Rouantelezh-Unanet
Rusia
San Marino
Serbia
Suis
Turkia
Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Stadoù
europat
, er-maez eus Kuzul Europa
Belarus
Vatikan
Stad
europat
ha n'eo ket anavezet gant an holl
Kosovo
Rannvroioù
europat
gant ur statud ispisial
Akrotiri ha Dekhelia
Åland
Inizi Faero
Gwernenez
Jan Mayen
Jerzenez
Jibraltar
Manav
Svalbard
Stadoù
europat
, ha n'int ket anavezet
Abc'hazia
Sealand
Osetia ar Su
Treuznistria
Republik Turk Kiprenez an Norzh
ka
ke
Monarkiezhoù
ar Bed
Afrika
Eswatini
° •
Lesotho
Maroko
Azia
Arabia Saoudat
°  •
Bahrein
* •
Bhoutan
° •
Brunei
° •
Emirelezhioù Arab Unanet
^ •
Japan
Jordania
* •
Kambodja
^ •
Koweit
* •
Malaysia
^  •
Nepal
Oman
° •
Qatar
° •
Thailand
Kenglad ar Broadoù
Commonwealth
):
Antigua ha Barbuda
Aostralia
Bahamas
Barbados
Belize
Grenada
Jamaika
Kanada
Papoua Ginea-Nevez
Rouantelezh Unanet
Saint Kitts ha Nevis
Santez-Lusia
Sant Visant hag ar Grenadinez
Inizi Salomon
Tonga
Tuvalu
Zeland-Nevez
Monarkiezhoù
european
all:
Belgia
Danmark
an Izelvroioù
Liechtenstein
* •
Luksembourg
Monako
* •
Norge
Spagn
Sveden
Vatikan
Sez Santel
)°^
monarkiezh absolut
, *
monarkiezh damvonreizhel
, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
ka
ke
Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel
(AFNA)
Izili
Alamagn
Albania
Belgia
Bulgaria
Danmark
Estonia
Frañs
Gres
Hungaria
Island
Italia
Izelvroioù
Kanada
Kroatia
Latvia
Lituania
Luksembourg
Makedonia an Norzh
Montenegro
Norvegia
Polonia
Portugal
Rouantelezh-Unanet
Roumania
Slovakia
Slovenia
Spagn
Stadoù-Unanet
Republik Tchek
Turkia
Flag of NATO
Istor
Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh
Emvodoù an AFNA
Oberadurioù an AFNA
Roll ar pleustradegoù
Kresk an AFNA
Dilez eus an AFNA
Eneberezh ouzh an AFNA
Damani an AFNA war ar gwiad
Arouezioù
Animus in consulendo liber
Banniel an AFNA
• "
Kan an AFNA
" •
Deiz an AFNA
Medalenn an AFNA
ka
ke
Broioù
nederlandek
hag
izelfrankek
Nederlandeg
Ofisiel
Izelvroioù
Aruba
Curaçao
Sint Maarten
Surinam
Belgia
Unaniezh Europa
Diofisiel
Frañs
Indonezia
Alamagn
kleverlandeg
Afrikaneg
Ofisiel
Suafrika
Diofisiel
Namibia
Porched an Izelvroioù
– Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.
Adtapet diwar «
Rummadoù
Monarkiezhoù
Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel
Broioù nederlandek
Izelvroioù
Stadoù Europa
Izelvroioù
Rannbennad nevez