Kurunenn Aragon e 1443
Anales de la Corona de Aragón
, gant
Jerónimo Zurita
Kurunenn Aragon
a oa unvaniezh politikel un toullad rouantelezhioù war-dro ar
Mor Kreizdouar
er Grennamzer hag ur pennad goude.
Savet e voe pa voe unanet
Rouantelezh Aragon
ha
kontelezh Barcelona
gant eured
Petronila Aragon
, rouanez Aragon, da
Ramón Berenguer IV
e 1137. Broioù all a voe staget outi goude. Ur c'hevredad rouantelezhioù dizalc'h, pe brudet da vezañ, ha pep hini he devoa he lezennoù, hag hec'h ensavadurioù, dindan an hevelep priñs, anvet
roue Aragon
ha
Sikilia
Kenderc'hel a reas, goude ma voe unanet rouantelezhioù Aragon ha Kastilha, e-pad un daou c'hoant vloaz c'hoazh, met da get ez eas en 1716, gant dekredoù
Nueva Planta
pa ne voe mui nemet Spagn.
En 1134 e varvas ar roue
Alfonso Iañ Aragon
, lesanvet
el Batallador
, en
emgann Fraga
, hag eñ divugel. Fall an traoù er rouantelezh. Bec'h en doa bet ar roue gant e wreg
Urraca Iañ Kastilha
, bec'h gant ar pab
Paskal II
. En e destamant e laoskas e rouantelezh gant an urzhioù armet:
Urzh an Templ
Urzh an Ospital
Urzh ar Sepulkr Santel
. Uhelidi ar vro avat ne oant ket evit gouzañv kement-se, ha mont a rejont da dennañ eus e gouent ar manac'h Ramiro, breur d'ar roue marv, da reiñ ar gurunenn dezhañ. Ha setu
Ramiro II Aragon
, lesanvet
ar Manac'h
, war gador ar roue. E-keit-se e klaskas uhelidi
Navarra
, ar vro amezek, adkavout o dizalc'hted, kollet abaoe 1074, o reiñ kurunenn Navarra da vab-bihan
Rodrigo Díaz de Vivar
García
Klasket e voe ur pried da Ramiro II, kavet e voe ur wreg frouezhus,
Inés Poatev
, intañvez a bevar bugel, ha dimezet ar roue. Ur verc'h en doe,
Petronila Aragon
. Goulenn he dorn a reas
roue Kastilha
ha
León
Alfonso VII el Emperador
(1105-1157), met roue Aragon a gavas gwell reiñ e verc'h da gont Barcelona,
Ramón Berenguer IV
, lesanvet
ar Sant
. Ramiro a roas ar galloud d'ar priñs hag a zistroas d'e vanati.
Ur mab o doe Ramón ha Petronila, Alfonso e anv, evel e dad-kozh.
Alfonso II Aragon
a voe kentañ roue Aragon da zougen kurunenn konted Barcelona, ha setu penaos e voe krouet kurunenn Aragon.
Evel rouantelezh kristen e klaskas da gentañ kreskiñ diwar goust broioù muzulman ar c'hreisteiz, hag en hanternoz war-du Okitania. Meur a vro okitanek, evel
Provañs
pe
Comminges
, a oa e Kurunenn Aragon.
En 1213 e varvas
Pedro II Aragon
en
emgann Muret
, pa oa deuet da reiñ skoaz d'e wizien eus kontelezhioù
Toloza
Bearn
Comminges
da vare
brezel Albigiz
, hag evel-se e voe echuet gant emled Aragon en Okitania. Gant feur-emglev Corbeil, en 1258, entre dileuridi ar
roue gall
Loeiz IX
ha
Jaime Iañ Aragon
, e voe kadarnaet mestroni Bro-C'hall en darn vrasañ eus Okitania.
Hervez feur-emglev Cazola (1179), entre rouantelezhioù Kastilha hag Aragon, e ranke ar Gurunenn mont da gemer douaroù
Al-Andalus
, er c'hreisteiz da Gatalonia.
Ar roue
Jaime Iañ
, qui y gagne son surnom de le Conquérant, a gasas da benn aloubidigezh an
inizi Balearez (
1229) ha
rouantelezh Valencia
(1232). En desped d'e droiad-vrezel da
rouantelezh Murcia
(1266), e voe kemeret honnezh gant
kurunenn Kastilha
, petra bennak ma talc'has Aragon da embann e oa hi gwir berc'hennez ar rouantelezh-se.
Skoued rouaned Aragon ha Sikilia
US