Primo Levi - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Primo Levi
Primo Levi
Obererezh
Skrivagner
Ganedigezh
D'an
31
a viz
Gouere
1919
Torino
Rouantelezh Italia
Marv
D'an
11
a viz
Ebrel
1987
Torino
Italia
Yezh skrivañ
italianeg
Luskad lennegel
Realour
Rumm lennegel
Romant, arnodskrid, emvuhezskrid, danevell, barzhoneg
Enorioù
Priz Strega
(1978) gant
La chiave a stella
Oberennoù pennañ
Se questo è un uomo
1947
La tregua
1963
Il sistema periodico
1975
La chiave a stella
1978
kemmañ
Buhez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Primo Levi zo ur
c’himiour
hag ur
skrivagner
italian
, ganet e
Torino
d’an
31 a viz Gouhere
1919
, hag en em lazhet eno d’an
11 a viz Ebrel
1987
. E dud a oa eus familhoù a orin
yuzev
, gwriziennet a gozh e
Piemonte
1934
e voe lakaet e anv e lise klasel Massimo d'Azeglio e Torino, bet darempredet gant tud a zo bet brudet diwezhatoc’h dre o stourm enep ar
faskouriezh
. E-pad un toullad mizioù e voe graet skol
italianeg
dezhañ gant
Cesare Pavese
, a deuas da vezañ ur skrivagner anavet.
Tapet gantañ e
vachelouriezh
1937
, ez eas da studiañ
kimiezh
da
Skol-Veur
Torino.
1938
e voe savet al
leggi razziali
(lezennoù ar gouennoù), a rae gaou d’ar yuzevien, hag a vire outo da labourat gant ar
stad
, evel kelennerien da skouer.
1941
, goude m’en doa bet poan o kavout ur c’helenner da dremen e dezenn, e voe degemeret gant meuleudioù an holl varnerien. War e ziplom e oa merket : «di razza ebraica», a ouenn yuzev.
1942
ez eas da v-
Milano
da chom ha da labourat. Abalamour da lezennoù ar gouennoù avat ne c’halle ober, evel yuzev a orin, nemet tammoù labourioù berrbad.
C'hoantaat a reas neuze kemer perzh er stourm a-enep ar faskouriezh, hogen berrik e voe ar perzh-se rak buan e voe harzet e Bruscon, e
Traoñienn Aosta
, d’an
13 a viz Kerzu
1943
gant ar faskourien italian. Ac’haleno e voe kaset da gamp-bac’h
Fossoli
, e-tal
Modena
, ha roet gante d’an
Alamaned
dre ma oa yuzev.
Auschwitz
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Kaset e voe da
Auschwitz
(da gamp Auschwitz III – Monowitz end-eeun) e miz C'hwevrer 1944, ha chom a eure eno dek miz evel
häftling
(da lavarout eo labourer) niverenn 174 517.
War-lerc’h bet ur pennad o labourat dre heg amañ hag ahont, e voe lakaet dre chañs e-barzh ul labourva eus ar "Buna", ul labouradeg stag ouzh ar gompagnunezh
IG Farben
, ma veze graet gom sintetek. Gwarezet e oa gant e ampartiz evel kimiour.
Klañv ma voe goude gant an
derzhienn ruz
, e oa bet lakaet e ti ar glañvourien, ha ne ne oa ket bet taolet gant an Alamaned da gerzhout war an hentoù a-gevret gant ar brizonidi all, da dec’hel dirak an
Arme Ruz
o tostaat.
Dieubet e voe ar c’hamp gant ar
Rused
d'ar 27 a viz Genver
1945
Eus ar 650 yuzev italian a oa bet kaset gantañ ne chome nemet 20 ken, ha Primo Levi unan anezho.
Goude ar brezel
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Goude ma voe dieubet ar c’hamp e miz Genver 1945 ne erruas Levi en Italia nemet e miz Here. Ar pezh a c'hoarvezas etre keit-se a zo kontet el levr
La Trega
Goude distreiñ da Italia e krogas Levi da labourat evel kimiour e
Torino
, en ul labouradeg kimiezh, un ti aozañ gwernis ma teuas da vezañ rener betek ar c’houlz da vont war e leve .
Buan e stagas da skrivañ diwar-benn pezh en doa gwelet ha bevet er c'hamp-bac'h, ha penaos e oa bet baleet dre Europa ar Reter a-raok degouezhout er gêr.
Eus ar skridoù-se e vo graet daou levr deuet da vezañ oberennoù klasel:
Se questo è un uomo
ha
La Tregua
Derc'hel a reas da skrivañ betek e varv.
Dimeziñ a reas gant Lucia Morpurgo, ha daou vugel a voe ganet dezho.
Embann e levr kentañ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E gwirionez e oa ken prederiet an dud gant adsevel ar vro war-lerc'h ar brezel ma ne oant ket troet da selaou an traoù spontus hag euzhus en doa c'hoant da gontañ diwar-benn
ar c'hampoù-diouennañ
Hag e 1947 e voe nac'het al levr gant an ti embann
Einaudi
, embanner bras eus an tu-kleiz e Torino.
Dont a reas a-benn da gavout un embanner bihan,
De Silva
, a lakaas moulañ daou vil pemp kant skouerenn hepken, ha ne voe gwerzhet nemet mil pemp kant anezho, e Torino dreist-holl, en desped d'ar pennad meulus diwar al levr graet gant
Italo Calvino
e-barzh
L'Unità
Dre ma oa sur Levi ne oa ket danvez ur skrivagner ennañ ne bledas mui nemet gant e vicher kimiour e-pad an dek vloaz war-lerc'h.
E 1956, en un diskouezadeg, e kavas ur bagad tud yaouank prest d'e selaou, an dra-se eo a oa bet manket dezhañ, ha kalon da skrivañ a adkemeras diwar-se .
En dro-se e voe divizet gant Einaudi embann al levr a zo bet moulet hag advoulet abaoe en un toullad mat a yezhoù, an alamaneg en o zouez.
Adstagañ a reas neuze da skrivañ hag embannet e voe e holl oberennoù gant
Einaudi, ma teujont da vezañ brudet mat en Italia hag er broioù all: gant
La Tregua
ez eas ar c'hentañ priz
Premio Campiello
, e 1963. E 1978 eo gant
La chiave a stella
e tapas ar
Premio Strega
hag ar
Premio Viareggio
E varv
kemmañ
kemmañ ar vammenn
En em lazhet e oa Levi d’an
11 a viz Ebrel
1987
, oc’h en em deurel eus penn-laez skalieroù an ti ma oa o chom, hervez an enklask a voe graet kenkent.
Kement-se a voe ur vazhad d'e holl vignoned, ha lod a grogas da soñjal ne c'halle ket bezañ en em lazhet hag e oa bet ur gwallzarvoud kentoc'h.
Skridvarnourien zo a gav kevrinus e varv ha diaes krediñ en e emlazh abalamour d’ar c’hej-mej a deñvalijenn hag a zrantiz a gaver en e levrioù. Lizher ebet n’en devoa lezet Levi war e lerc’h ivez.
Diwar e benn e varv e tisklerias
Elie Wiesel
neuze « e oa marvet Primo Levi en Auschwitz daou-ugent vloaz kentoc’h."
E levrioù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E levr kentañ e voe
Se questo è un uomo
1947
) (
Hag un den ez eus anezhañ
Si c'est un homme
, e galleg), embannet prestik war-lerc’h fin ar
brezel
. Kontañ a ra ennañ penaos e oa buhez ar brizonidi er c'h-
kampoù-bac’h
, ha penaos en deus gallet treuzvevañ. Skrivañ a ra : «Penegwir en deus gallet Auschwitz bezañ ez eo trawalc’h da gement hini a zo da chom hep ober anv eus
Ragevezh Doue
ken ».
Da gentañ ne voe ket taolet nemeur a evezh ouzh al levr a vez sellet bremañ evel ur
bennoberenn
. Skrivet e oa bet evit aezetaat d’an oberour a zalc’he da c’houzañv diwar ar poanioù tremenet a chome peg outañ.
Troet eo bet al levr diwar an italianeg gant
Serj Richard
hag embannet gant
Mouladurioù Hor Yezh
2015
Hag un den ez eus anezhañ
ISBN 978-2-86863-174-9
Skrivet en deus ivez danevelloù (
Lilith
, hag all) etre gwirvoud ha
moliac’h
, kaoz enno eus abadennoù eus e vuhez en Auschwitz, eus e labour kimiour, pe eus e
yuzevegezh
Naziouriezh ha komunouriezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Hervez Primo Levi e oa kemm bras etre politikerezh an
Nazied
en
Alamagn
nazi
hag
hollveliouriezh
ar
Gomunourien
en
Unaniezh Sovietek
hag e
Republik Sina
. O-zeir, emezañ, e oant broioù ma rene an hollveliouriezh, hag o-zeir ec’h embannent petore rummad
renkadoù
pe gouennoù a oa diezhomm hag a ranke ar
gevredigezh
kaout an dizober anezho. Koulskoude, gant an Nazied e oa an dud da vezañ renket evel ma oant ganet, hervez o
gouenn
, ha n’hallent ket kemm, e-skoaz gant ar gouarnamantoù sovietek ha sinaat e oant renket hervez o lec’h er gevredigezh, hag a c’hallent kemm e-kerzh o buhez.
Gant se, gouez da Levi, e vije degemeret mab ur
c’hapitalour
bras evel un den talvoudus d’ar gevredigezh sovietek ma asantje sevel enep d’e renkad orin ha d’ar
gapitalouriezh
D’an Nazied avat e chom yuzev ar
yuzev
, da lavarout eo un amprevan da lazhañ, ha netra ken.
Oberennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Se questo è un uomo
1947
"Hag un den ez eus anezhañ", troet diwar an italianeg gant Serj RICHARD
. Mouladurioù Hor yezh. 2015.
Titl e galleg: Si c'est un homme
).
La tregua
1963
),
La trêve
Danevell
diwar-benn e zistro eus
Pologn
da Italia, a-dreuz Europa. Ur film a zo savet gant
Francesco Rossi
diwar al levr.
Storie naturali
1966
, (
Istorioù Naturel
Histoires naturelles
), danevelloù dindan an anv-pluenn Damiano Malabaila.
Vizio di forma
1971
),
Vice de forme
. Danevelloù.
Lilìt e altri racconti
(1971). Danevelloù. E galleg:
Lilith et La recherche des racines
, 1981.
Il sistema periodico
1975
),
Le système périodique
. Danevelloù a denn d’ar gimiezh dreist-holl.
La chiave a stella
1978
),
La clé à molette
La ricerca delle radici
1981
). E galleg:
Lilith et La recherche des racines
(1981).
Le fabricant de miroirs
Se non ora, quando?
1982
Maintenant ou jamais
Ad ora incerta
1984
). Dastumad barzhonegoù.
L'altrui mestiere
1985
), opera saggistica.
I sommersi e i salvati
1986
Les naufragés et les rescapés
Conversazioni e interviste
1963
1987
1997
), embannet war-lerc’h e varv.
L'Asimmetria e la vita
, 2002,
L'Asymétrie de la Vie
, Robert Laffont 2004. Dastumad pennadoù a bep seurt, enañ skridoù a bouez. En o zouez e kaver ar rakskrid graet gant Levi da embannadur italianek buhezskrid
Rudolf Höss
, a oa komandant kamp-diouennañ
Auschwitz
Levrioù italianek.
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Carole Angier, Il doppio legame - Vita di Primo Levi, Mondadori, 2004
Dihelloù italianek all.
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Interviste televisive a Primo Levi.
Al visitatore: skrid italianek Primo Levi da-geñver digoradur
Memorial an Italianed
en Auschwitz, 1980
Dihelloù saoznek
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Primo Levi, gant Ian Thomson.
The Double Bond: Primo Levi: A Biography, by Carole Angier.
Primo Levi: Tragedy of an Optimist, by Myriam Anissimov.
Dihelloù gallek a bep seurt.
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Primo Levi ou la tragédie d'un optimiste : biographie / Myriam Anissimov. - Paris : Lattès, 1996. - 698 p. : ill. ; 24 cm.
ISBN 2-7096-1296-8
. Adembannet gant Le Livre de Poche. Ul levr eus ar c'hentañ.
Un exemple de résistance juive: Primo Levi, 1997,
Biographie : Primo Levi ou la tragédie d’un optimiste,
Ur brezegenn :Conférence sur Primo Levi par Fusco Mario, professeur émérite de la Faculté de Paris III,
L’écriture de Primo Levi dans "Si c’est un homme",
Diwar-benn marv Levi.
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Gwelet ivez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Rudolf Höss
Ouzhpenn se...
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bez ez eus ivez ur
gevredigezh Primo Levi
diazezet e-kostez Pariz a stourm ouzh ar boureviañ :
D'ar 16 Kerzu 2007, ez eo bet lakaet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel «
pennad eus an dibab
». Gallout a rit
reiñ hoc'h ali
war ar c'hinnig-se.
Sellet ouzh ar c'hemmoù kaset d'ar pennad dibaoe m'eo bet kinniget evit bezañ ur "pennad eus an dibab"
Adtapet diwar «
Rummadoù
Pennadoù war ar renk evit bezañ eus an dibab
Ganedigezhioù 1919
Marvioù 1987
Meneger ar skrivagnerien
Skrivagnerien Italia
Skrivagnerien italianek an XXvet kantved
Kimiourien Italia
Yuzevien
Rummad kuzhet:
Pajennoù a ra gant liammoù burzhudus ISBN
Primo Levi
Rannbennad nevez
US