Roparz Hemon
Anv ofisiel
Louis Paul Nemo
Anv pluenn
Roparz Hemon
Pendaran
Gawain
Obererezh
Embanner
Geriadurour
Kelaouenner
Kazetenner skingomz
Kelenner
Skrivagner
Troour
Yezhour
Ganedigezh
D'an
18 a viz Du
1900
Brest
Bro-Leon
Breizh
Marv
D'an
29 a viz Mezheven
1978
Dulenn
Iwerzhon
Yezh skrivañ
Brezhoneg
Galleg
Saozneg
Luskad lennegel
Gwalarn
Oberennoù pennañ
A historical morphology and syntax of Breton
Alanig an tri roue
Al laer avel
An aotrou Bimbochet e Breizh
An tri boulomig kalon aour
Barzhonegoù
Diamantoù Keroulaz
Geriadur istorel ar brezhoneg
Ho kervel a rin en noz
Kleier eured
Mari-Vorgan
Nenn Jani
Santez Dahud
Tangi Kerviler
Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh
Traoù ouzhpenn
Amourousted eun den koz
(Studiadenn)
An dud am eus anavezet
An ti a drizek siminal
Ar c'horf dindan dreid va zad-kozh
Ar Varn diwezhañ
(Studiadenn)
C'hoariva
Cours élémentaire de breton
Danevelloù
Dictionnaire breton-français et français-breton
Distagadur ar brezhoneg
Eñvorennoù
Gaovan hag an den gwer
Geriadurig an troioù-lavar poblel
Gwarizi vras Emer
Kontadennoù an amzer-vremañ
La destruction de Jérusalem
(studiadenn)
La langue bretonne et ses combats
Meurlarjez
Teñzor ar gwenedeg
Trois poèmes en moyen breton
(studiadenn)
Ur prenestr a oa digor
Viktor ha Petronilh
(diechu)
War ribl an hent
Yezhadur berr ar brezhoneg
Yezhadur istorel ar brezhoneg
kemmañ
Roparz Hemon
eo
anv-pluenn
Louis-Paul Nemo
hag a oa ur skrivagner brezhon, bet ganet e
Brest
d'an
18 a viz Du
1900
, hag aet da Anaon d'an
29 a viz Mezheven
1978
Dulenn
Iwerzhon
). E labour zo fonnus ha bet eo bet barzh, dramaour, embanner, geriadurour, kelaouennour, kazetenner skingomz, kelenner, romantour, troour ha yezhour.
Roparz Hemon zo gwelet evel skrivagner meur an
XX
vet
kantved
, "an hini en deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg en ugentved kantved" hervez
Remont ar Porzh
. Ali eo al lod vrasañ eus ar vurutellerion war al lennegezh vrezhonek evel
Abeozen
Fañch Morvannou
Youenn Olier
Yann-Ber Piriou
pe
Lukian Raoul
Skrivañ a reas e-doug muioc'h eget hanter-kant vloaz, adalek deroù ar
bloavezhioù 1920
betek ar
bloavezhioù 1970
. Pleustriñ a reas kement doare skrid a zo en ur sevel oberennoù
barzhoniel
, c'hoariva, komz-plaen, skridvarnerezh, troidigezhioù... Ur gouizieg war ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek e voe ivez.
Gouestlañ a reas e vuhez a-bezh d'ar
brezhoneg
ha meur a ziskibl en deus bet.
Buhez
Bugaleaj, oad-krenn ha yaouankiz
Ganet e voe Louis Paul Nemo d'an
18 a viz Du
1900
, en ur ranndi e niverenn
32, Grand'Rue
, e
Brest
, ar straed Pasteur hiziv-an-deiz. Tad Louis Paul Nemo a oa un emzivad bet kavet ha kaieret
Nemo
gant ar velestradurezh
. Hemañ a laboure er velestradurezh vrezel. An tiegezh a oa bet o chom e Brest hag e
Toulon
hervez amstaeloù an tad. E vamm, Julie Foricher he anv plac'h, a oa he familh eus
Goueled-Leon
ha skolaerez e oa eus he micher.
C'hwec'h bugel a oa en tiegezh : Marie, Louis Paul, Aimée ganet e
1902
, Jean ha daou arall hag a varvas en o oad tenerañ
., an holl anezho desavet en un doare bourc'hiz e
galleg
. Tost e chomas Louis Paul ouzh e c'hoar Aimée a-hed e vuhez ; honnezh a zeuas da vout renerez lise ar merc'hed e Brest en he oad gour.
A-vihanik e klevas brezhoneg en e diegezh dre hanterouriezh e vamm-gozh a-berzh mamm ha hini koskor an ti. Div eus ar mitizhien dreist-holl, Mari Urien ha Jeannette Omnes, o doa bet ul levezon war entan ar paotrig e-keñver ar brezhoneg pa ganent alies er yezh-se hag e lennent kontadennoù pobl dezhañ
Hervez e desteni e kenskrivas gant
Frañsez Vallée
adalek
1915
, evit resev e gelaouenn
Kroaz ar Vretoned
Louis Paul Nemo a reas e studi e lise Brest, kent mont da
Bariz
, da lise Sant Loeiz, evit prientiñ kenstrivadeg an
École Polytechnique
(“Skol Boliteknik”) e
1918
. Fellout a rae dezhañ, war atiz e gerent, dont da vout ofiser a
vor
. Peogwir e skoas klañv e nac'has kenderc'hel gant ar mennad-se hag e krogas da studiañ ar yezhoù.
Mont a reas da
Vwcle
Kembre
) e
1919
evit gwellaat e anaoudegezh eus ar
saozneg
. War-lerc'h e tremenas ur bloavezh studi e skol-veur
Leeds
Distreiñ a reas da Vreizh evit ober e goñje. En em gavout a reas en ur rejimant kanolerion war varc'h, a-gevret gant
Jakez Kerrien
, e
Gwened
evit ober e amzer soudard.
Adalek
1922
e oa studier e skol-veur ar
Sorbonne
Pariz
betek bout skolveuriad war ar saozneg e
1924
. D'ar c'houlz-se e oa krog da zeskiñ brezhoneg e kelc'h keltiek Pariz gant
Yann-Eozen Jarl
Anvet e voe da gelenner war ar saozneg e lise ar baotred e Brest adalek
1925
betek
1939
. E-pad an abadenn neveziant e reas ur brezegenn diwar-benn “meuleudi al leziregezh”
Anvet e veze “an aotrou Nemo” gant al liseidi koulz ha gant ar gelennerion arall. Anavezet e oa evel un den sioul, sekred ha dilavar
Mont a reas e darempred gant emsaverion p'edo o studiañ ar yezhoù e Pariz adalek
1922
. Da heul e reas anaoudegezh gant ur yoc'h mat a dud eus an
Emsav
, tud yaouank ha tud kozh, koulz rannvroelourion, emrenerion ha broadelourion. En e levr
An dud am eus anavezet
e kaver e zezrevell eus an anaoudegezh a reas gant emsaverion ha yezhourion war ar brezhoneg e Pariz pe e Breizh evel
Jakez Kerrien
Yann Sohier
Jakez Riou
Emil Ernod
Frañsez Debauvais
Meven Mordiern
Tangi Malmanche
Abeozen
Jarl Priel
Youenn Drezen
pe
Langleiz
etre an daou vrezel-bed.
Dindan an anv "Roparz Loeiz Hemon" e sinas e bennad kentañ evit
Breiz Atao
1923
, “An diouganer”. Klasket en doa lakaat ur pennad a-zivout dispac'h
Iwerzhon
da vout embannet a-raok er gelaouenn
Feiz ha Breiz
, hogen diembann e chomas hennezh.
Al lesanv "Roparz Hemon" a zibabas pa vage un estlamm d'ar skrivagner ha barzh saoz
Rupert Brooke
, bet lazhet er brezel, er bloavezh
1915
. P'edo war ar studi e oa lakaet ar skrivagner-se da studiañ. Stumm brezhonek
Rupert
eo “Roparz”. E anv-pluenn “Hemon” a voe ur c'hoari diwar e anv Nemo, lakaet da hañvalout breizhekoc'h war un dro ha marteze un dave da
Louis Hemon
, ur skrivagner eus Brest
. Derc'hel a reas gant an anv-pluenn-se e vuhez-pad, koulz evit e skridoù lennegel hag evit e skridoù a yezhoniezh.
Adalek
1925
e krogas da verañ ar gelaouenn
Gwalarn
savet e
Pariz
a-gevret gant
Olier Mordrel
, ur stagadenn lennegel da
Breiz Atao
da gentañ. E brezhoneg e veze skrivet hepken.
Gwalarn
a zeuas da vout ur gelaouenn emren distag diouzh
Breiz Atao
kentizh ha
1926
. Adalek
1932
e krouas
Kannadig Gwalarn
, a oa poblekoc'h e zanvez eget hini
Gwalarn
a oa uhel ha lennegel-rik.
Roparz Hemon a grogas da gelenn ar brezhoneg gant
Skol dre Lizer Gwalarn
, savet e
1928
pe “Brezhoneg ar vugale” d'ar memes bloavezh. Dre hanterouriezh
Gwalarn
e savas un dastumad testennoù aes evit an deraouidi anvet “Levriou pemp gwenneg”, skrivet en ur brezhoneg eeun.
Adalek diwezh ar
bloavezhioù 1920
ez ae ingal da gendalc'hioù ar
Bleun-Brug
a-benn arvestiñ ouzh ar pezhioù-c'hoari savet gant
Tangi Malmanche
pe veleion 'zo, a-benn o diverrañ evit
Gwalarn
. Enno e reas anaoudegezh gant tud eus an emsav
kristen
evel
Yann-Vari Perrot
ha
Maodez Glanndour
. Daoust dezhañ bout neptu a-fet
relijion
e komprenas Roparz Hemon e oa
katoliked
dreist-holl eus lennerion ar brezhoneg. Klask a reas skignañ e levrioù evit ar vugale er skolioù kristen, o vout ma oa an darn vrasañ eus lennerion
Gwalarn
mistri-skol en deskadurezh katolik. Adalek
1937
e kemmeskas e oberenn "Brezhoneg ar vugale" gant ar striv renet gant
Remont ar Porzh
eus ar
Bleun-Brug
, evit lakaat brezhoneg er skolioù kristen dindan anv "Ar Brezhoneg er skolioù"
Enrollet el
lu
gall e voe lakaet da servijout e kreizenn jubennourion an arme en
Auxi-le-Château
Pas-de-Calais
). Gloazet e voe e penn-kentañ ar brezel gant ur
strinker-tan
Crécy-en-Ponthieu
Arondisamant Abbeville
, er
Somme
), d'an 23 a viz Mae
1940
. Prizoniad e teuas da vout d'ar 24 a viz Mae 1940 ha kaset da ospital
Saint-Riquier
(Somme). Toullbac'het e voe e
kamp Alexisdorf
hag en unan arall e-tal
Berlin
e-men e veze tolpet Brezhoned gant Alamaned a-benn o lakaat da labourat a-enep
Bro-C'hall
Distro da Vreizh e kendalc'has da verañ
Gwalarn
. Meur a gelaouenn a roas lañs dezho e-pad ar brezel : ar gelaouenn
Sterenn
savet e
1940
, un dastumad skridoù lennegel pe skiantel, hag ar gelaouenn
Arvor
a savas e
1941
, ur gelaouenn divyezhek er penn-kentañ, hag e brezhoneg hepken buan-kenañ, graet evit an holl, e doare kent
Kannadig Gwalarn
a oa aet da get en abeg d'ar brezel. Er gelaouenn
Arvor
e skrivas meur a bennad
enep-yuzev
dre an anv-pluenn "Pendaran".
10
D'ar 1

a viz Kerzu
1940
e sinas a-gevret gant
Markiz an Estourbeillon
ha
Frañsez Jaffrennou
ur reketig anvet
Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français
("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall") evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù
11
Distrujet e voe e ranndi e
Brest
gant ur vombezadeg da zeiz
Lun Fask
1941
en
12, plasenn La Tour d'Auvergne
. Dilojañ a reas da
Wengamp
da gentañ, d'ar
7, straed ar Salioù
. War-lerc'h ez eas da
Roazhon
da vevañ adalek ar 1añ a viz Gouere 1941. Gant distrujadenn e ranndi e Brest e kollas ur paot-mat a oberennoù en doa skrivet kent, notennoù yezhadur hag all.
Roparz Hemon en
L'Heure Bretonne
- 13 a viz Even 1942
Skingomz
Dont a reas da vout
speaker
war
Radio Roazon-Breiz
ma teuas da vout rener da-c'houde. Labourat a rae dindan veli an Alamaned ken a-fet melestradurezh, ken a-fet
kealiadurezh
. Er skingomz-se e reas an abadennoù brezhonek kentañ.
Sevenadurel
-rik e oa an abadennoù-se. E-touesk ar pezhioù-c'hoari a ginnigas war gwagennoù Radio-Roazon e voe skignet unan eus e oberennoù :
Roperzh Emmet
12
Paeet e oa e labour gant ar
Propagandastaffel
Peurunvan
D'an 8 a viz Gouhere
1941
e kemeras perzh en un emvod a-benn peurunvaniñ doare-skrivañ ar brezhoneg. Se a oa diwezh ul luskad kroget un nebeud bloavezhioù kentoc'h, gant ar re a veze graet "peurunvanerien" anezho. En emvod en em gavas tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ Emgleo ar Skrivagnerien, savet e
1908
gant
Frañsez Vallée
, evel
Frañsez Kervella
Yann-Vari Perrot
Pêr Bourdellez
Fañch Elies Abeozen
ha tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ hengounel eskopti Gwened evel
Loeiz Herrieu
Roperzh ar Mason
pe ar yezhour an tad Le Goff. Un emglev a voe kavet dindan anv ar skritur
peurunvan
ha kerkent ha diwezh ar bloavezh 1941 e voe aotreet ar skolioù d'ober un eurvezh brezhoneg bep sizhun, e-maez an eurvezhioù ret. Buan a-walc'h etre 1941 ha 1942 e voe graet gant ar skritur peurunvan-se gant an emsaverion.
Dont a reas Roparz Hemon da vezañ rener ar
Framm Keltiek
, ur bloaz war-lerc'h e grouidigezh e miz Here
1941
gant Leo Weisgerber, un aozadur sevenadurel a vode arzourion, furcherion, enklaskerion...Ar savadur-se a hañvale bout levezonet gant an
Deutsche Forschungsgemeinschaft
("Fondezon alaman evit an imbourc'h", un doare
CNRS
alaman
13
).
Evel ma tiskouezas fichennoù-titouriñ laosket gant an SD alaman hag adkavet gant an Amerikaned e Roazhon e 1944-1945
14
e kenlabouras gant an Alamaned ez-politikel en ur gemer perzh e savidigezh an teuliadoù a-enep ar prefed François Ripert
15
E dibenn ar brezel e tec'has eus
Roazhon
war-du
Alamagn
en ur c'harr-samm gant broadelourion arall d'an
2 a viz Eost
1944
16
. Lakaet e voe harz warnañ e dibenn miz Meurzh/deroù miz Ebrel
1945
gant ur ged soudarded
stadunanat
nepell diouzh
Limburg an der Lahn
Hessen
). Toullbac'het e voe e
Rheinbach
Nordrhein-Westfalen
) kent bezañ kaset da
Lille
gant pennadurezhioù gall ar mare.
Prosez gant lez-varn an Dieubidigezh
E fin ar brezel e voe rebechet outañ e skridoù enepgall hag enepyuzev
17
18
19
20
21
. Adalek
1931
e oa pellaet diouzh lod eus e skridoù bet embannet etre 1923 ha 1929
22
Harzet e voe, ha prosez a voe da-heul dre m'en devoa taget « surentez diavaez ar Stad ». Ar brezegenn-damall a spisa ar pezh a zisklêrias Roparz Hemon evit e zagañ hag e lakaat da vout anavezet evel den kablus : "
Emziskleriañ a ran a-du, nemetken war an dachenn sevenadurel a zo hon re, gant ur c'henlabour leal gant ar pobloù a gizell an Europa Nevez dindan va daoulagad e-pad un emvod foran eus ar Framm keltiek e Roazhon.
23
24
Goude ur bloavezh toull-bac'h a ziarbenn e prizon Jacques Cartier e
Roazhon
25
e krogas e brosez d'ar 15 a viz Meurzh
1946
. En em zifenn a reas en ur lavarout e oa ur gouizieg ha n'en doa obererezh politikel sirius ebet, ha neuze levezon, pa oa dalc'het Bro-C'hall gant an Alamaned
26
ha difennet eo bet gant miliadoù a Gelted tramor o doa komzet en un doare mat anezhañ
27
28
. Ne voe ket barnet evit ar prosez a dreitouriezh a oa bet savet enep dezhañ hogen kondaonet e voe d'ar 31 a viz Mae
1946
d'un divri vroadel e-pad dek bloavezh
29
Diwar-neuze e kollas e statud a gelenner en deskadurezh-Stad
30
Harlu en Iwerzhon
Dreistbevañ a reas un nebeud amzer e
Pariz
ha mont kuit a reas da Iwerzhon e miz Gouhere
1947
, ma labouras evit an
Institute for Advanced Studies
(“Savadur an imbourc'hioù araokaet”) evel kelenner hag enklasker war ar brezhoneg. Mont a rae da labourat er
School of Celtic Studies
(“Skol ar studioù keltiek”), en
Institute for Advanced Studies
, en
10 Burlington Road
Dulenn
. Bevañ a reas e-pad meur a vloavezh en ti lec'hiet en
12, Norwood Park Ranelagh
e Dulenn. Gant ur Breizhad yaouank, Anton ar Roue e anv
31
, e veve eno. Biskoazh ne zistroas da Vreizh.
War-lerc'h ar brezel e chomas Roparz Hemon meur a vloavezh hep ober tra pe dra a-fet Emsav. E
1951
e tivizas diazezañ ur strollad nevez, stag ouzh ar C'hendalc'h Keltiek. Dre ul lizher deiziadet d'ar 24 a viz Gwengolo
1951
en doa goulennet an emsaver gant danvez izili Skourr Breizh ar C'hendalc'h Keltiek en em vodañ e Gwengamp d'an 3 a viz Du, e ti
Vefa de Bellaing
. Meur a emsaver en em gavas en emvod-se, war galv Roparz Hemon, evel
Marsel Klerg
Pêr Denez
Maodez Glanndour
Ronan Huon
Roperzh ar Mason
, da lavarout eo rummad nevez an emsaverion. Roparz Hemon n'edo ket en emvod-se, met dre e baeroniezh e voe roet lañs d'ul luskad nevez en Emsav
32
Hervez testeni Per Denez hag Alan Heussaf
33
, ne glaskas ker Roparz Hemon kaout ur vuhez sokial en Iwerzhon hag e reas nebeud a veajoù er-maezh Dulenn. Beuzet gant al labour skol-veur hag an hini war an embann e brezhoneg, ne voe ket prest da resev tud na ouient ket komz e brezhoneg. Ingal e veze degemeret an dud bet liammet ouzh ‘’Gwalarn
hag
Al Liamm
evel Arzel Even, Ronan Huon, Per Denez. Darempredoù a veze gant an harluidi all en Iwerzhon :
Alan Heusaff
Yann Goulet
Neven Henaff
Marv
Roparz Hemon a varvas da heul un hir a gleñved. Abaoe meur a vloavezh e oa pareet gant seurezed e klinikenn e
Dun Laoghaire
. Mervel a reas gant krign-bev ar bouzelloù d'an
29 a viz Mezheven
1978
e ospital Sant-Visant e Droichead na Dotra dres goude bezañ klozet
Geriadur istorel ar brezhoneg
en ur reizhañ ar pajennoù diwezhañ war e wele ospital.
Interet e voe e
bered Sant-Varzhin
e Brest (karrezenn 19, renk 3 ha bez 2 adalek ar biz), gant bezañs ur bern emsaverion ha dre lidoù broadel brezhon ha prezegennoù e brezhoneg.
Heñvelreizh
Hervez e oa
heñvelrevad
Roparz Hemon abaoe e yaouankiz met kuzhañ a rae kement-mañ memes d'e familh
34
35
Hervez Yann Fouere e oa e koublad gant Antoine Le Roy soudard er
Bezen Perrot
(lesanv Collet), bevet o deus asambles en Iwerzhon goude ar brezel e karter Ranelagh e
Dulenn
Kealioù hag obererezh
Gwalarn
1925
e savas Roparz Hemon ar gelaouenn
Gwalarn
, gant ar pal krouiñ ul
lennegezh
wirion evit ar brezhoneg. Gant
Olier Mordrel
en doa savet, da gentañ, ur stagadenn lennegel d'ar gelaouenn
Breiz Atao
, renet gant ar
Strollad Broadel Breiz
. Dont a reas ar gelaouenn lennegel
Gwalarn
da vezañ distag er bloaz war-lerc'h. Chom a reas rener ar gelaouenn betek
1945
ha delc'her da lakaat anezhi da zont er-maez bep daou viz ingal. Enni e veze embannet oberennoù nevez o stumm, darn anezho levezonet kreñv gant lennegezhioù ar yezhoù all (
saozneg
spagnoleg
alamaneg
italianeg
). Ur
bochad skrivagnerien yaouank
a gemeras o lañs ken e vez lavaret ez eus ul luskad lennegel anavezet dindan anv
Skol Walarn
. Digeriñ ar brezhoneg war ar bed a oa e bal, ha troidigezhioù e-leizh a oa bet kaset da benn, diwar
Andersen
Boccaccio
Cervantes
Pouchkin
Shakespeare
... Lakaat al lennegezh keltiek da vezañ anavezet a oa bet graet ivez, evel mojennoù kozh
Iwerzhon
hag ar
Mabinogion
En-dro dezhañ e teuas ur bagad brav a dud yaouank ez eo chomet o anv en istor ar yezh, evel
Youenn Drezen
Fañch Elies
Abeozen
),
Loeiz ar Floc'h
Maodez Glanndour
),
Frañsez Kervella
Kenan Kongar
),
Langleiz
Jakez Riou
Meavenn
, ha meur a hini all c'hoazh.
Soñjoù
Un den a breder e oa Roparz Hemon ivez, pa lenner e zastumad pennadoù
Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh
e weler e oa levezonet kalz gant tud evel
Gandhi
ha
Rabindranath Tagore
Ivona Martin
a ziskleir
36
e oa ur c'hatolik anezhañ, met
Youenn Olier
37
a soñj dezhañ e c'haller krediñ e vire ur seurt elevez war an arvez-se eus e vuhez diabarzh, evel war arvezioù all anezhi. "
Dre-se n'eus ket da ober anezhañ ur c'hatolik hep n'en dije diarc'het e-unan ar perzh-se
".
A-du-krenn e oa ivez gant an
esperanteg
, ur yezh etrebroadel. Ur benveg evitañ evit sevel a-enep d'ar yezhoù “impalaer” ha da lakaat an holl yezhoù par. Sevel a reas un dastumad esperantek anvet
Nord-Okcidento
1928
, ur yezhadur bihan hag ur geriadurig esperanteg-brezhoneg.
Mont d'ar bobl
Kentañ tra a reas a voe dismegañsiñ al lennegezh vrezhonek poblek, a veze lennet gant dekmiliadoù a dud war
Le Courrier du Finistère
(da skouer), en ur skrid gallek anvet
Manifeste de Gwalarn
«Deskadurezh ar bobl vrezhon gant ar brezhoneg» hag e «brezhoneg hepken» e oa bet mennad bras Roparz Hemon a-hed e vuhez. A-raok mont d'ar bobl avat, e oa ret kaout traoù a-zoare da ginnig dezhi, ha binvioù a-feson ivez. Setu perak e savas
Skol dre lizer Gwalarn
1928
) ha
Kannadig Gwalarn
1932
) evit an holl.
Ur benveg all evit deskiñ brezhoneg buan, pe deskiñ lenn buan, e voe ar
brezhoneg eeun
, ur roll gerioù diazez, a gaver e pep
rannyezh
, un tammig en tu-hont da 1000 ger (
1935
), ha
geriadurioù
ha
yezhadurioù
bihan ha marc'had-mat.
Lakaat ar vugale d'ober gant ar brezhoneg a oa ivez ur pal bras evitañ, pa ne vezent ket skoliataet en o yezh, ha pa veze enebet garv ouzh ar brezhoneg er skolioù, a zo gwashoc'h. Setu pal
Brezoneg ar vugale
1928
) hag an dastumad “Levriou pemp gwenneg”.
Labour en harlu
Daoust da se e kendalc'has da labourat dizehan evit ar brezhoneg, labourioù gouiziek koulz ha traoù dudi pe
lennegezh
wirion. Kenderc'hel a reas da skrivañ e meur a stil (barzhoniezh, c'hoariva, romantoù, yezhadurioù, geriadurioù, arnodskridoù, levrioù evit ar re yaouank). Sevel a reas ar gelaouenn
Ar Bed keltiek
e miz Genver
1952
ha kenlabourat a reas gant ar gelaouenn
Al Liamm
(renet gant
Ronan Huon
) a zo ur meni heuliadenn da
Gwalarn
. Betek miz Kerzu
1970
e voe embannet
Ar Bed keltiek
. Tost ouzh danvez
Kannadig Gwalarn
pe hini
Arvor
e voe endalc’h ar miziek-se Da gentañ, ar gelaouenn-se a oa bizskrivet gant Roparz Hemon e-unan e Dulenn, hogen war-lerc'h e kemeras
Ivona Martin
ar gefridi d'he bizskrivañ, hag e veze embannet e Brest ma oa-hi o chom.
Alan Heussaff
, dreist-holl, a skrive kalz e-barzh : hennezh a oa en harlu en Iwerzhon ivez, ha darempredoù stank en doa gant Roparz Hemon.
Hêrezh
Enorioù en Emsav
Ar savadurioù sevenadurel brezhonek o deus rentet klod dezhañ meur a wezh, anaoudek eus e labour ramzel evit ar brezhoneg. Ur
Priz Roparz Hemon
zo bet krouet.
E labour war ar yezh ha war al lennegezh zo bet kendalc'het gant meur a yezhour hag a skrivagner en tier-embann
Al Liamm
Preder
Imbourc'h
Aber
... Meur a wezh eo bet adembannet e oberennoù ha pouezus eo e gelennadurezh en Emsav hiziv-an-deiz c'hoazh. E bezhioù c'hoari a vez c'hoariet gant meur a strollad evel
Strollad ar Vro Bagan
pe c'hoazh er
skinwel
, evel
Meurlarjez
38
pe
Al laer avel
39
Skolaj kentañ
Diwan
er
Releg-Kerhuon
a voe badezet diouzh e anv evel ar greizenn sevenadurel e
Gwengamp
. Ar geriadur hollvrezhonek kentañ a voe dediet dezhañ
40
Meur a straed zo bet badezet diouzh Roparz Hemon e Breizh, evel e
Pempoull
pe e
Plouzeniel
E-pad ar
bloavezhioù 1990
e oa bilhedoù bank arveret war lec'h Gouel Broadel ar brezhoneg, dre fent hag evit paeañ ar marc'hadourezhioù a veze kavet war an dachenn fest. Unan anezho a oa gouestlet da Roparz Hemon hag un dalvoudegezh a ugent lur en doa.
Tabutoù a-zivout Roparz Hemon
1998
, skourr MRAP
Il-ha-Gwilen
, diwar vroud hag atiz
Françoise Morvan
, a savas trouz a-enep an enor a reas
Skol-Uhel Ar Vro
da goun Roparz Hemon, en ur lakaat war-wel e obererezh e-pad an eil Brezel-bed.
E-tro ar bloavezh
2000
e savas tabut bras en-dro da vrud Roparz Hemon, pa voe tamallet outañ, da gentañ-penn, e emzalc’h da vare ar Brezel hag un nebeud frazennoù bet skrivet er mare-se ivez evit ar braz anezho, e enebiezh e-keñver an divyezhegezh hag e sell war ar yezh. Ken ma voe divadezet skolaj
Diwan
Roparz Hemon er
Releg-Kerhuon
2000
, ha Kreizenn sevenadurel
Gwengamp
un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Renet e oa an divrudadeg-se gant aozadurioù ha metoù enebet groñs ouzh ar brezhoneg pe reoù a gav dezho n’eus dazont ebet da gaout evit ar brezhoneg. E
2005
e voe distaolet ar panell « Roparz Hemon » a oa stag ouzh moger Kreizenn sevenadurel Gwengamp.
Levrlennadur
Liesseurt eo oberenn divent Roparz Hemon. Lennegel kentoc'h da gentañ, ha skrivet e brezhoneg dreist-holl hag un tammig e galleg ha tolpet er gelaouenn
Gwalarn
a-raok ar Brezel-bed, e teuas da vout ul labour a ouiziegezh skrivet e saozneg e-ser kenderc'hel da skrivañ levrioù ha pennadoù brezhonek embannet gant an ti-embann hag ar gelaouenn
Al Liamm
Oberenn lennegel
Kelaouennoù
Gwalarn
, 1925-1944 (er penn anezhi eus an niverenn gentañ betek an hini diwezhañ)
Sterenn
, 1941-1943; reiñ a reas da embann pep miz unskridoù brezhonek e stumm ul levr, un nebeud anezho kempennet gantañ.
Ar Bed Keltiek
, 1959-1971. Ar gelaouenn a veze renet gantañ eus Iwerzhon hag embannet evit Breizhiz dreist-holl.
An Den a netra
, 1927 ;
Meurlarjez
, 1952 ;
C’hoariva
, div zastumadenn embannet e
1979
An aotrou Bimbochet e Breiz
1927
Santez Dahud
1935
, Gwalarn ; 4e embannadur gant
Hor Yezh
, 1998
ISBN 2-910699-29-3
An Aotrou Bimbochet e Breiz
, Brest,
Skridoù Breizh
, 1942 ;
Ar c'horf dindan dreid va zad-kozh
, emb. Al Liamm, 1949 ;
Gaovan hag an den gwer
, Brest, Al Liamm, 1949.Adembannet gant
An Here
, 1988
ISBN 2-86843-052-X
Alanig an Tri Roue
1950
, emb. Al Liamm (golo gant
Langleiz
) ;
Ur prenestr a oa digor
, emb. Skridou Nevez, 1952 ;
An Ti a Drizek Siminal
1956
Al Liamm, adembannet gant Hor Yezh e 1998 ;
An tri boulomig kalon aour
1961
ha
1984
Al Liamm ;
Mari Vorgan
1962
Diamantoù Keroulaz
, Al Liamm,
1964
. Adembannet gant Embannadurioù
Al Lanv
, 2006 ;
Tangi Kerviler
, Al Liamm, 1971, 169 p. ;
Nenn Jani
1974
Troioù-kaer ar baron pouf
An Here
, 1986
ISBN 2-86843-036-8
Viktor ha Petronilh
, romant diechu,
Al Liamm
, niv. 387, Gouere-Eost
2011
Kleier Eured
Brest, Gwalarn, 1934, danevelloù a-zivout buhez Brestiz
ISBN 2-9511721-8-4
Kleier Eured
(danevelloù), Skridou Breiz, 1943, adembannet gant Embannadurioù Al Liamm e
1970
ha 1979. ;
Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all
1970
Al Liamm ;
War ribl an hent
, Embannadurioù Al Liamm,
1971
Danevelloù troet gant Roparz Hemon
Mouladurioù Hor Yezh
(teir levrenn),
1992
Ar Pesk Aour
1942
), troidigezh vrezhonek eus
Le Poisson d'Or
1863
) gant
Paul Féval
1816
1887
), skeudennaouet gant
Robert Micheau-Vernez
1907
1989
), prientet evit an embann gant
Pierrette Kermoal
, André Soubigou Embanner, 2011,
ISBN 978-2-918202-13-4
(br)
(fr)
Barzhonegoù
, Skridou Breiz,
1943
, adembannet gant Embannadurioù Al Liamm e
1967
en o zouez
Pirc'hirin ar mor
a vez gwelet evel a varzhoneg gwellañ gant lod. Skrivet en doe daou barzhoneg hir pa voe e Dulenn :
Kanenn evit Deiz an Anaon
(1948) ha
Galv ar bezioù
(1957).
Eñvorennoù
Eñvorennoù
1947
Al Liamm, adembannet gant Al Liamm e
1998
An dud am eus anavezet
, Mouladurioù Hor Yezh,
2008
Troidigezhioù
Hans Christian Andersen
Plac'hig vihan ar Mor
, Brest, Kenta Mouladur Moulerez,
1928
Christopher Marlowe
Fostus an doktor daonet
, Bleun Brug,
1938
C'hoariva troet
Hor Yezh
, 1991, 204 f. ;
Danevelloù iwerzhonek
Hor Yezh
, 1994, 110 p.
Barzhaz dianav ha barzhaz troet
Hor Yezh
, 1997
ISBN 2-910699-21-8
Kanaouennoù
Skridoù diechu
Oberennoù a ouiziegezh
Arnodskridoù
Kelennerezh ha yezhouriezh
An doare-skriva nevez
, Imprimerie Centrale de Rennes, 1945
Distagadur ar brezhoneg
, 1928 ;
Précis de Grammaire bretonne
, Brest, Moulerez Stread ar C'hastell, 1928.
Dictionnaire breton-français et français-breton
. Meur a embannadur adalek 1928 betek 1970 ;
Yezhadur berr ar brezhoneg
, meur a embannadur adalek
1928
betek
1979
L'Orthographe bretonne
, Brest, Moulerez Stread ar C'hastell,
1929
Cours élémentaire de breton
, Rennes,
1932
(ISBN B0000DV9R9)
Teñzor ar gwenedeg
, Gwalarn, 1935 ;
Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel
, 1935, 1962, 1990,
Hor Yezh
Grammaire bretonne
, ha
La Prononciation bretonne
da heul, Brest, Gwalarn, 1940 ;
Les Mots du breton usuel classés d'après le sens
; Brest, emb. de Bretagne, 1942,
(ISBN B0000DPLFZ)
Méthode rapide de breton
, 1942
(ISBN B0000DUM0V)
An doare-skriva nevez
; Rennes, Imprimerie Centrale de Rennes,
1945
Geriadur istorel ar brezhoneg, Dictionnaire historique du breton
, Preder, 36 rann, adalek 1958 betek 1991
ISBN 2-901383-01-7
Cours élémentaire de breton
, 1975,
(ISBN B0000DRE3H)
A historical morphology and syntax of Breton
, Dublin, Institute for Adanced Studies, 1975 ; lakaet e brezhoneg gant
Alan Dipode
hag embannet dindan an titl
Yezhadur istorel ar brezhoneg
gant Hor Yezh, Plañvour, 2000
ISBN 2-910699-36-6
Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel
, Hor Yezh, 1990 ;
Alc'hwez ar brezhoneg eeun
ISBN 2-86863-126-6
Studi al lennegezh kozh
Christmas Hymns in the Vannes dialect of breton
, Dublin, Institute for advanced studies, 1956 ;
Trois poèmes en moyen-breton
, troet ha notennet gant Roparz Hemon (Tremenuan an ytron Maria - Pemzec leuenez Maria - Buhez mab den), Dublin, Institute for Advanced Studies, School of Celtic Studies, 1962, XXIV+172 p
ISBN 1-85500-063-6
Les fragments de la Destruction de Jérusalem et des Amours du Vieillard
(testennoù e krennvrezhoneg), troet ha notennet, Dublin, Dublin Institute for Advanced Studies, 1969, XXXII+448 p. ;
Doctrin an Christenien
(testenn eus 1622 e krennvrezhoneg gant un doare c'hallek hag un doare e brezhoneg kempred eus testenn 1677, gant rakskrid ha notennoù), Dublin,
Dublin Institute for Advanced Studies
, School of Celtic Studies, 1977, XII+84 p. ;
Danevelloù kozh danvez Breizh
Hor Yezh
, 1992, 164 f. ;
Testennoù evit ar studi
(An Mirouer a confession (1621), An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff, La Resurection de Jesus Christ en forme de tragedy en air bretton, La Création), Hor Yezh, n° 200, 1994 ;
Ar Varn diwezhañ
(pezh-c'hoari eus an XVIIIvet kantved),
Sant-Brieg
, Skol, 1998.
Embann
Studiadennoù a-zivout Roparz Hemon
Meur a studiadenn zo bet gouestlet da studiañ oberennoù ha buhez Roparz Hemon :
41
“Roparz Hemon ha brezhoneg ar vugale”,
Pêr Denez
, niverenn 37
Hor Yezh
1965
“ Eus Gwarizi vras Emer da vMari Vorgan”,
Pierrette Kermoal
, niverenn 91
Preder
1967
“O sellout war va c'hiz”,
Youenn Olier
Imbourc'h
1968
“Faltazi Roparz Hemon”, A. Even, niverenn 142
Al Liamm
1970
Skol Walarn I - Un tonkad hag un oberenn (Roparz Hemon)
, Youenn Olier, Roazhon,
Imbourc'h
1974
192 b. ; adembannet ha kresket e 1995, 291 b. ;
“Lenn ha dilenn : Nann Jenni”, M. Briant, Pobl Vreizh, n. 62, p. 6,
1975
“Mortuach Roparz Hemon”, Herve Latimier, niverenn 103 Pobl Vreizh,
1978
Niverenn 190 Al Liamm gouestlet da Roparz Hemon da-geñver e varv e
1978
”Roparz Hemon e Dulenn”, A. Heussaff, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
“Roparz Hemon, bloavezhioù hag oberennoù pennañ”,
Ronan Huon
, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
“Va breur, p'edomp yaouank ha koshoc'h”, A. Nemo, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
“Nécrologie de Roparz Hemon”,
Yann-Ber Piriou
, niverenn 177 Le peuple breton, 1978 ;
“Roparz Hemon de gauche à droite”, P. Rannou, niverenn 29 Canard de Nantes à Brest,
1979
“Roparz Hemon : 1900-1978”, Sylvia Morgan, niverennoù 14-15 Studia Celtica,
1980
“Introduction à la traduction française de la Marie-Morgane”,
Gwion Etienne
, Presses d'aujourd'hui,
1981
“Roparz Hemon, gouestlad gant ar brezhoneg e-pad 50 vloaz”,
Fañch Morvannou
, niverenn 23 Planedenn,
1985
“Hag eo Roparz Hemon eun doue ?”, J. Salaun, niverenn 96
Brud Nevez
1986
“Un demi-siècle au service du breton : Roparz Hemon”, Fañch Morvannou,
Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne
1987
“Comment j'ai connu Louis Némo”, P. Laurent, niverenn 24 Dalc'homp soñj,
1988
“Al laer avel”,
Mikael Madeg
, niverenn 121 Brud Nevez,
1989
“Roparz Hemon, hor mestr”,
Frañsez Kervella
, levrig Gwalarn, 1989 ;
“Al laer avel”, Ronan Huon, niverenn 252 Al Liamm, 1989 ;
”Roll oberennoù Roparz Hemon”, P. Penneg, niverennoù 192 da 194, 251, 252 da 256 Al Liamm, 1979-1989 ;
“Roparz Hemon et l'art dramatique breton”, R. Caouissin, Gwalarn, 1989 ;
“Roparz Hemon (1900-1978), Dalc'homp soñj
, Yves Tymen ren.,
An Oriant
, 187 p. (testennoù gant Vefa de Bellaing, Yann Bouessel du Bourg, Herri Caouissin, Per Denez, Yann Gwegen, Alan Heusaff, Ronan Huon, Pierre Laurent, Ivona Martin, Aimée Nemo, Yves Tymen)
1990
ISBN 2-905929-08-X
“Un tonkad hag un oberenn”, Youenn Olier, Imbourc'h, 1990 ;
Eibhlín Ní Chatailriabhaigh & Malachy McKenna (renerezh),
Roparzh Hemon : Kounioù & hengoun lennegel ar brezhoneg = Roparz Hemon : Cuimhní cinn agus liteatha na Briotdinise’’, 3 brezegenn dalc’het e Dulenn d’an 15-16 Mezheven 1990 dindan atiz Áras Bhord na Gaeilge, Baile Atha Cliath, Coiscéim, 1990. Da-heul, ur studiadenn diwar-benn
Yann Goulet
, savet gant Eibhlín Ní Chatailriabhaigh.
“La radio en langue bretonne, R. Hemon et P.J.Helias, deux rêves de la Bretagne”, R. Calvez, PUR, tezenn soutenet e miz Kerzu 1999 e
Skol-veur Brest
2000
ISBN 2-86847-534-5
“Roparz Hemon”, S. Danielou,
Frañs 3
(abadenn skinwel), 2000 ;
“Gweltre an hunvre”,
F. Lannuzel
, niverenn 326 Al Liamm,
2001
Aborigène Occidental
, M; Treger, Mille et une nuits,
2004
. Burutellat a ra hentenn Ronan Calvez ha
Françoise Morvan
a-zivout o studiadennoù diwar-benn Roparz Hemon ;
“Brest en oberenn Roparz Hemon”, Jorj Abherve-Gwegen, niverenn 32 Aber,
2008
Arthur et David - Bretons et Juifs sous l'Occupation
, Y. Mervin, Yoran Embanner,
2011
“War roudoù Roparz Hemon – War glask ar gêr aet da get”, Jorj Abherve-Gwegen, niverenn 52
Aber
2013
“Mojenn ha kan a van...”, a-zivout Porzh, gant Roparz Hemon”, Pierrette Kermoal, niverenn 52 Aber, 2013 (...)
Ha ret eo lazhañ Roparz Hemon
?,
Even Gwalereg
, Sav Breizh, niv. 2, p. 46
La Littérature en langue bretonne des origines à nos jours
, skipailh renet gant Cédric Choplin & alii, Gourin, ti-embann Les Montagnes noires, 2024, p. 137-138, 140-143, 147, 192, 194-197 & passim.
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
Notennoù
Gw. "Roparz Hemon",
Lennegezh ar brezhoneg en
XX
vet
kantved
Frañsez Favereau
, levrenn 2, p. 265.
”Eus al latin
nec homo
, o talvezout kement ha “den ebet” “ Roparz Hemon, Frañsez Favereau,
Lennegezh ar brezhoneg en
XX
vet
kantved
, levrenn 2 “Breiz Atao hag ar re all el lennegezh “1919/1945, pajenn 265.
”Eus Brest da Gonk-Leon, war roudoù Roparz Hemon”, Jorj Abherve-Gwegen, niverenn 52
Aber
Selaouit mouezh Roparz Hemon
”Frañsez Vallée”, Roparz Hemon, niverenn 16
Al Liamm
, Gwengolo-Here 1949.
Gw. “Roparz Hemon”,
Lennegezh ar brezhoneg en
XX
vet
kantved
, Frañsez Favereau, levrenn 2, p. 266.
En un notenn eus ar
Renseignements Généraux
gall eus
1945
e kaver kement-mañ diwar e benn : “
Bon professeur, pas connu
” (“Kelenner mat, dianav”).
Gw. “Roparz Hemon, hor mestr”, Frañsez Kervella, 1989.
Skol Walarn, un tonkad hag un oberenn
Youenn Olier
, emb. Imbourc'h, 1995, pajenn 10.
Gw.
« Roparz Hémon, Arvor, l'antisémitisme et le PNB, en janvier 1944 »
war load al
Libre Pensée
. Dindan an anv-pluenn Pendaran (evel ma tiskouez Georges Cadiou en e levr
L'hermine et la croix gammée : le mouvement breton et la collaboration
, Mango, 2001, 262 bajenn, p. 139) ha neuze, e 1990, er gelaouenn
Dalc'homp Sonj
ez eo anavezet, pajenn 47, gant
Yann Bouessel du Bourg
: « E berzh hiniennel zo divent pe dindan e anv-pluenn boutin (Roparz Hemon) pe dindan hini Pendaran. » Anna Debauvais a lavar : «sinañ a ra Pendaran » (
Fransez Debauvais
, levrenn 3, p. 197)) hag e skriv :
« Er memes pennad evel
Loeiz Herrieu
, (...) e kavomp ur skouer eus e c'houlennoù (...) e vefe Breizh paneve an dornad dud yuzevekaet a gred hon ren (...) », e niverenn 16 d'an 20 a viz Ebrel 1941 ;
« An trede Republik he deus skuilhet er bobl ur sevenadur diazezet war kevrin an dispac'h gall, adwelet ha reizhet gant ar strollad radikal, gant, gwell eo en lavarout, kenlabour ar Yuzevion hag al lojoù ; sevenadur ma vez an divez a fell mont e-maez an dogmoù relijiel» e niverenn 2 d'ar c'hentañ a viz Even 1941.
Gw.
Lennegezh ar brezhoneg en
XX
vet
kantved
Levrenn gentañ
, Frañsez Favereau, pajenn 71.
Skol Walarn, un tonkad hag un oberenn
, Youenn Olier, pajenn 11.
Lionel Boissou, « L'Allemagne et le nationalisme breton (1939-1945) », in
Bretagne et identités régionales durant la Seconde Guerre mondiale
, dindan renerezh Christian Bougeard, Brest, Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek, 2002, p. 332. Bout ez eus c'hoazh eus ar savadur-se en deiz a hiziv.
Gw.
Le Bezen Perrot
, Kristian Hamon, Yoran embanner.
Henri Fréville
(1985),
Archives secrètes de la Bretagne
. Embannadur Ouest-France, 2004, p. 178.
« E-pad kentañ devezhioù miz Eost» 1944, « pa oa al luskad alaman o kuitaat Roazhon, e tegasjont
C. Lainé
Marcel Guieysse
, e wreg hag e verc'h, e skoazeller
Ange Péresse
gant e familh, Roparz Hemon ha stourmerion dizalc'her vrezhon, war un dro gant luourion ar Bezen Perrot, gwisket ganto o dilhad lu alaman. »
Yann Fouéré
La Patrie interdite, Histoire d'un Breton
, France Empire, 1987, p. 323.
La Troisième République française a répandu dans le peuple une culture axée sur la mystique de la Révolution de 1789, revue et corrigée par le parti radical, avec, cela va sans dire, la collaboration des Juifs et des Loges ; culture où la morale, surtout négative, veut échapper aux dogmes religieux, où les sciences dites exactes prennent le pas sur les sciences d'observation, où l'histoire obéit aux concepts jacobins, où la littérature se réclame du monde gréco-latin
»,
in
Pendaran « Culte et culture », en
Arvor
niverenn 22, d'ar 1

a viz Even 1944.
L'histoire de Bretagne, croyons-nous, est au programme des écoles, et obligatoirement les petits Bretons doivent apprendre que les Celtes ont subi plusieurs siècles de honte et d'esclavage, depuis le temps où les légions romaines débarquaient dans l'île de Bretagne jusqu'au temps où feu Marianne livrait notre pays à ses juifs
»,
in
Pendaran, « Me a lenno dans les écoles »,
Arvor
niverenn 81, 26 Gouhere 1942.
Er memes pennad evel
Loeiz Herrieu
e kaver, «(…)
nous trouvons un exemple de ces revendications
(…)
que toute la Bretagne, à part la poignée d'enjuivés qui croient si naïvement pouvoir encore nous gouverner
(…)
nous construisons et nous agissons. Quelques-uns de nos ennemis s'en sont aperçus déjà à leurs dépens.
in
Pendaran, « Les petits ruisseaux… »,
Arvor
niverenn 16, 20 Ebrel 1941.
Ur c'hoari-gerioù war
Pons-Pilat
, ar marechal
Philippe Pétain
hag ar Yuzevion e Arvor, niverenn 155, p. 4, 9 Genver 1944.
La Bretagne n'a qu'une langue : le breton. Le français n'est qu'une langue étrangère. Bien qu'il soit, et qu'il sera encore utilisé parmi nous, bannir le français est notre but. Tant qu'il restera un francisant dans notre pays, ce sera un de trop.
in
Arvor
, niv. 74, 7 Even 1942.
Gw. rakskrid kentañ (1931)
Eur Breizhad oc'h adkavout Breizh
"Je me déclare, me tenant sur le terrain strictement culturel qui est le nôtre, partisan d'une collaboration loyale avec les peuples qui façonnent sous mes yeux l'Europe Nouvelle lors d'une réunion publique de l'Institut celtique au théâtre municipal de Rennes", Ronan Calvez,
La Radio en Langue bretonne. Roparz Hemon et Pierre-Jakez Hélias : deux rêves de la Bretagne
, Presses Universitaires de Rennes, 2000, p. 68.
Ronan Caerléon,
Complots pour une République bretonne: les dossiers secrets de l'autonomisme breton
, La Table ronde, 1967, 384 fajenn, p. 301.
Skol Walarn, un tonkad hag un oberenn
Youenn Olier
, pajenn 6.
Georges Cadiou, 2001, p. 139.
Geneviève Vermes,
Vingt-cinq communautés linguistiques de la France: Langues régionales et langues non territorialisées
, L'Harmattan, 1988, levrenn 1, 422 bajenn, p. 120
ISBN 2858029083
Il parvint environ trois mille dépositions en sa faveur, émanant des milieux culturels européens, des autres pays celtiques, aussi d'hommes politiques comme le ministre britannique
Ernest Bevin
Michel Denis,
Mouvement breton et fascisme. Signification de l'échec du second Emsav
, aktoù ar gendael
Régions et régionalisme en France du XVIII
à nos jours
, PUF,
1977
, hag a ra meneg eus ur pennad embannet er gelaouenn
Preder
1961
Diwezh ur prosez
, pennad e
Tir na n-Og
ni. 1, p. 2
Hervez Alan Heusaf « Graet e veze (e ti Roparz Hemon) war-dro ar gegin hag al liorzh gant ur Breizhad all, Anton ar Roue". Meneget e-barzh Eibhlín Ní Chatailriabhaigh & Malachy McKenna (renerezh),
Roparzh Hemon : Kounioù & hengoun lennegel ar brezhoneg…
, Dulenn, 1990, p. 32.
Skol Walarn, Un tonkad hag un oberenn
Youenn Olier
, Imbourc'h, 1995, pajennoù 14-15.
Cf. Al levr brezhoneg-iwerzhoneg
Roparzh Hemon : Kounioù & hengoun lennegel ar brezhoneg
embannet e 1990 gant
Bhord na Gaeilge
dindan renerezh Eibhlín Ní Chatailriabhaigh ha Malachy McKenna.
[...]
homosexuel à une période et dans un mouvement breton encore très marqués par une morale répressive
[...]
Intellectuel breton et exil intérieur : Roparz Hemon d'une île l'autre ou l'exil du réel
Ronan Calvez
, 2002
"Ha da biv en dije gellet displegañ e oa douget d'ar baotred e palevarzh kentañ ar c'hantved all?"
Gevred ha skridoù diechu all
, pajenn 14,
Erwan Hupel
, 2018
Niv. 310
Imbourc'h
p. 17-21.
Y. Olier,
Skol Walarn, levrenn 1. Roparz Hemon : un tonkad hag un oberenn’’, Imbourc'h, 1995.
Meurlarjez
Frañs 3
, 1989.
Al laer avel
Frañs 3
, 1990.
Geriadur brezhoneg An Here
, 2001.
Gw.
Lennegezh ar brezhoneg en
XX
vet
kantved
, Levrenn 2 “Breiz atao hag ar re all el lennegezh (1919/1944)”,
Frañsez Favereau
, Skol Vreizh, 2003, pp. 289 – 290.
Porched Breizh
– Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.