Skoazell:FAG - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Daoust ha gallout a ra neb a gar kemer perzh er Wikipedia ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Respont
: Pep hini ac'hanomp a oar tra pe dra, pe a zo dedennet gant tra pe dra. N'eus ket sujedoù uhel ha sujedoù izel. Entanet out gant
EAG
Gwengamp
, gant
Miss France
, gant an orkideoù, gant ul loen ha ne vez kaoz anezhañ morse pe gant ar fizik nukleel ? N'ec'h eus ken sevel ur pennad pe un dambennad : gant un den all e vo kendalc'het diwezhatoc'h.
Krog gant traou simpl evel buhez un den brudet (
Lady Diana
Marx
Rainier de Monaco
, an
Dalai Lama
Louison Bobet
...) pe ur roll diwar-benn ar
sportoù
pe al
liorzhañ
Ne gomprenan ket ar
rummadoù
, an isrummadoù, ar
rolloù
, ar
patromoù
hag all
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Respont
: Ne vern. Gwelet ha gwellaet e vo gant un den all diwezhatoc'h, ha hiraet ar gaoz diouzh an dro. Met diwall : ret eo skrivañ e doare ur
holloueziadur
, da lavaret eo skrivañ ar fedoù en ur
chom neptu
Piv a zo mestr war ar Wikipedia ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Respont
: Den ebet hag an holl dud a ra gantañ. Lod a lavar ez eo un aozadur urzh-dizurzh (saozneg :
chaordic organization
). Ur seurt
demokratelezh
war orjal eo, pa c'heller skrivañ bewech war ar pajennoù kaozeadeg evit goulenn ma vo reizhet an traoù faos pe goulenn ma vo prouet un diogeladenn. Gallout a reer reizhañ war-eeun, met ret eo bezañ sur eus ar pezh a skriver.
Koulskoude ez eus diorroerien (er
Stadoù-Unanet
) a c'hell melestrañ an holl ardivinkoù ha kemmañ mont-endro ar
poelladoù
. Hag e pep Wiki e kaver ur skipailh
merourien
a c'hell nullañ pajennoù hag a-wechoù difenn ouzh un den dont war ar wiki e-pad 7 deiz. Dilennet e vez ar velestrourien gant ar re a labour ingal war ar Wiki hag o deus ur gont hag ul lesanv.
Pa ne vez ket heñvel mennozhioù an dud, penaos e vez savet ar pennadoù hep brezeligoù gant adverkañ/diverkañ dizehan ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Respont
: Ar re n'emaint ket a-du a zle skrivañ o savboent war ar bajenn kaozeadeg hag ivez silañ savboentoù all. Alies (met pas atav) e tle ur pennad enderc'hel meur a savboent.
Daoust hag-eñ eo posupl sachañ skeudennoù a zo war ar Wikioù all ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Respont
: Mard emañ ar skeudenn war
Commons
, n'eus nemet eilañ he dave :
[[Skeudenn:anvarskeudenn]]
ha sachet e vo war ar prim pa vo lennet ar bajenn vrezhonek.
Posupl eo kas skeudennoù frank war Commons evit gallout implijout anezho en ur Wiki. Sell spis ouzh statud ar skeudennoù e c'hellfes digargañ.
Tu zo ivez da bellgargañ lod skeudennoù diwar ar Wikipediaoù all dre glikañ war ar skeudenn a zo ezhomm da gaout. Digeriñ a raio ur prenestr ha ret e vo pellgargañ ar skeudenn enni hag he enrollañ war an urzhiataer. Goude-se e ranker skrivañ anv ar skeudenn er pennad a venner lakaat ar skeudenn enni evel-se :
[[Restr:anvarskeudenn]]
ha klikañ war al liamm ruz : digeriñ a raio ur prenestr all hag a c'houlenno pelec'h mont da glask ar skeudenn bet enrollet en a-raok war da urzhiataer ; merk an hent, ha sede graet an taol.
Pa vez skrivet din war ma fajenn "kaozeadenn", penaos respont dezhañ, dezhi ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pa respontez da gemennadennoù unan bennak ez eo gwelloc'h respont war-eeun war bajenn gaozeal an den en deus skrivet dit. Evel-se e vez resevet gant an den-se ur gemennadenn a lavar dezhañ ez eus bet respontet dezhañ. A-hend-all emañ ar riskl ne ouife ket an den ez eus bet respontet dezhañ mar ne soñj ket mont da welet war bajenn gaozeal ar Wikipedourien all. Gwelloc'h eo mont davetañ neuze.
Penaos skrivañ un tamm kod evit ma vo lennet gant an dud ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Lakaat ar c'hod etre merkoù "nowiki" :
pe, evit ur patrom, lakaat
'''m|'''
er patrom a-benn displegañ mont en-dro ar Wiki ha penaos e vez kaset ar c'hod en-dro gant ar Wiki. Da skouer :
pe
, pe c'hoazh
. Pouezañ war
Kemmañ
da rakwelout.
Penaos lakaat / treiñ e brezhoneg ?
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Evit ar pezh a sell ouzh istor ar c'humunioù, meur a destenn (hag am eus) a zo skrivet e galleg. Penaozh treiñ e brezhoneg en un doare simpl ?
Respont
: Gra gant ar
Poull-traezh
. Eno e c'helli treiñ war-eeun an teulioù a zo ez kerz, ha rakwelout da labour kent embann ar pennad. Evit a sell ouzh an doare da ginnig pennadoù diwar-benn kumunioù, kemer skouer diwar ar pennadoù a zo dija, pa implijont patromoù hag a zo bet savet a-ratozh-kaer.
Adtapet diwar «
Rummadoù
Wikipedia
Sikour
Skoazell
FAG
Rannbennad nevez
US