Vikram Chandra - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Vikram Chandra
New Delhi
, 1961) a zo ur skrivagner indian en deus bet tapet meur a briz ha meleudi ar vurutullerien evit e romantoù hag e zanevelloù.
Dimezet eo gant ar skrivagnerez Melanie Abrams. An daou anezho a gelenn ar sevel skridoù faltazi (creative writing) e skol-veur
Kalifornia
, Berkeley.
Chandra a vez o chom etre
Mumbai
hag Oakland, (
Kalifornia
).
E familh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Chandra a zo ganet e
New Delhi
e 1961. E vamm (Kamna Chandra) he deus skrivet meur a film hindi (en o zouez
Prem Rog
ha
1942: A Love Story
) ha pezhioù-c’hoari ivez. Unan eus e c’hoarezed, Tanuja Chandra, a zo sevenerez filmoù, ha meur a film he deus sevenet, en o zouez
Sur ha Sangharsh
. Anupama Chopra, ur c’hoar all dezhañ, a zo burutellerez sinema ha skrivañ a ra evit NDTV.
Deskadurezh
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Chandra a zo bet skoliataet e lise Mayo College (Ajmer,
Rajasthan
), hag e St. Xavier’s College (
Mumbai
). Pa oa studier ez eas d’ar
Stadoù-Unanet
, hag e aotregezh a dapas e Pomona College (Claremont,
Kalifornia
), tapout a reas ivez e aotreegezh saozneg war ar sevel skridoù faltazi gant meneg mat-tre.
Chandra a yeas goude-se da skol sinema Columbia University (
New York
), met chom a reas a-sav gant e studioù evit gellout skrivañ e romant kentañ. E vestroniezh a dapas goude bezañ heuliet stalioù skrivañ (Writing Seminars) e skol-veur Johns Hopkins e 1987.
E oberenn
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Red Earth and Pouring Rain
eo titl romant kentañ Vikram Chandra. Diazezet eo war skridbuhez James Skinner, ur soudard saoz-indian eus an XIXvet kantved.
Meur a vloavezh en deus bet ezhomm Chandra evit e skrivañ, e-keit ma oa e skol-veur Johns Hopkins hag e skol-veur Houston. Diazezet en an titl diwar ur barzhoneg tennet eus
Kuruntokai
, un dastumadeg barzhonegoù karantez tamoul.
Embannet eo bet e 1995 gant Penguin Books (
India
); Faber and Faber (
Rouantelezh-Unanet
) ha Little, Brown (
Stadoù-Unanet
). (Prizioù : the Commonwealth Writers Prize for Best First Book, David Higham Prize for Fiction)
Love and Longing in Bombay
a zo bet embannet e 1997 gant ar memes tiez-embann ha Red Earth and Pouring Rain. Un dastumadeg danevelloù eo.(Priz : the Commonwealth Writers Prize for Best Book)
E 2000 en deus Vikram Chandra kensinet gant Suketu Mehta ur film doare Bollywood anvet
Mission Kashmir
. Sevenet eo bet gant e vreur-kaer, Vidhu Vinod Chopra e anv.
Sacred Games
, romant diwezhañ Chandra, a zo bet embannet e 2006. E
Mumbai
e c’hoarvez an istor, ha heuliañ a reer enklask ar poliser Sartaj Singh, unan eus tudennoù
Love and Longing in Bombay
Liamm diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Lec'hienn Vikram Chandra
Adtapet diwar «
Rummadoù
Skrivagnerien India
Skrivagnerien saoznek
Ganedigezhioù 1961
Meneger ar skrivagnerien
Vikram Chandra
Rannbennad nevez