Wikeriadur - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Logo ar Wikeriadur
Wikeriadur
a reer eus ur raktres-stroll a venn sevel ur
geriadur
liesyezh frank a wirioù gant termenadurioù,
gerdarzhioù
ha distagadurioù e kement yezh ha ma vo tu. Tu geriadurel an holloueziadur
Wikipedia
eo ar Wikeriadur.
Da gompren ar c'hemm a zo etre ar geriadurioù hag an
holloueziadurioù
e c'haller lavaret e tispleg ar geriadurioù ar gerioù tra ma tispleg an holloueziadurioù an traoù.
An anv
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Ur
ger-malizenn
eo "wikeriadur", savet diwar
wiki-
("a-stroll") ha
geriadur
Dizemglev zo diwar-benn an anv :
ar stumm
Gwikeriadur
zo bet implijet war bajenn degemer ar Wikeriadur etre miz Du 2006 ha miz Genver 2007 ;
un nebeud kinnigoù all zo bet graet
Framm
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Pal ar Wikeriadur eo bezañ liesyezhek da vat : e meur a yezh emañ ar penngerioù hag an termenadurioù.
Ar Wikeriadur eo anv rann ar raktres ma kaver ennañ termenadurioù e brezhoneg eus gerioù a zeu eus kalz yezhoù all, hag ivez, evel-just, eus ar brezhoneg e-unan. Er
Wiktionary
e vo kavet an termenadurioù
saoznek
hag er
Wikizionario
an termenadurioù
italianek
. Ar mennozh-diazez eo e c'hallfed kavout un deiz bennak termenadurioù e
wolofeg
eus gerioù en
inuktitut
Embannet eo danvez ar Wikeriadur hervez an aotre-implijout
Creative Commons
by-sa, ar pezh a dalvez n'eo ket perc'hennet an danvez anezhañ hag e chomo evel-se da viken.
Istor
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Daniel Alston, "Fonzy" e anv implijer, eo unan eus diazezerien bennañ ha luskerien gentañ ar raktres. Digoret e voe ar raktres kentañ, e saozneg, d'ar Yaou
12 Kerzu
2002
da 6:40
UTC
Etre miz Gwengolo ha dibenn
2005
e voe skrivet ar frazennoù brezhonek kentañ war ar bajenn degemer gant implijerien dizanv deuet eus ar Wikipedia brezhonek, ha d'an
8 a viz C'hwevrer
2006
e voe krouet ar patromoù kentañ gant an implijer MP, a voe ar wikipedour kentañ o krouiñ ur gont war ar Wikeriadur.
En deiz-se end-eeun e voe krouet ar pennad kentañ gant MP diwar-benn ar ger
kembraek
afal
, hag a zo "aval" e brezhoneg. Moredet e chomas ar raktres goude-se, pa oa ar wikipedourien o voueta a-zevri ar Wikipedia brezhonek. A-benn ar fin e voe lañset ar Wikeriadur da vat e miz Du 2006 gant an implijer Erwan, a savas ar bajenn degemer, hag un implijer dizanv all. Goude dilezet an dachenn ec'h eo an Yun a ziazezas an darn vrasañ eus ar patromoù yezhadurel hag ar pajennoù skoazell a oa da dalvezout da sichenn evit ar raktres da loc'hañ da vat e
2007
; e
2008
en em dennas Yun, met derc'hel a ra un nebeud tud da vagañ ar geriadur.
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Wikipedia
War
Wikipedia.org
; d'ar
26 Kerzu
2002
e voe adkaset da
Wiktionary.org
Sellit ouzh ar ger
Wikeriadur
er
wikeriadur
, ar geriadur frank.
Adtapet diwar «
Rummadoù
Wikimedia
Geriadurioù brezhonek
Wikeriadur
Rannbennad nevez
US