Wikipedia:Degemer mat - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Demat ha degemer mat deoc'h er Wikipedia brezhonek !
Ho trugarekaat a reomp da gemer perzh er Wikipedia, an holloueziadur digor, frank a wirioù, ha skrivet a-stroll.
Savet eo bet ar bajenn-mañ evit ho lakaat da zizoleiñ ar Wikipedia brezhonek, n'eo ket eus an tu
kalvezel
eus tu ar
gumuniezh
ne lavaromp ket. Evit gwir ez eus ur gumuniezhad vras a dud a-dreñv Wikipedia. Kemerit amzer d'ober anaoudegezh ganti. Gant ar pajennoù-mañ ho po ur sell dre vras war ar gumuniezh.
Ur reolenn aour zo e Wikipedia :
na chomit ket da dermal, grit ho kemmoù er pennadoù rak-tal
. Reizhit er pennadoù ar pezh a zo da reizhañ, ha klokait anezho. Ar reolenn-mañ eo diazez kentañ Wikipedia, ha hini ar raktres evit ar pep brasañ.
Mar n'hoc'h ket evit padout gant ar c'hoant da gemer perzh hep lenn pep tra, kit da
Kammedoù kentañ evit kregiñ mat
. Mard oc'h en sell da gemer perzh en un doare reoliek en ho pedomp da lenn aketus an tamm pennad divrazañ-mañ. Kerkent ha ma vo bet krouet ho kont implijer pe implijerez ganeoc'h, na chomit ket etre daou soñj evit en em ginnig gant un nebeud gerioù e
Kannadig ar berzhidi nevez
Skoazell Wikipedia
Kompren mat mont en-dro Wikipedia a c'hall kemer ur pennadig amzer. Evit ho sikour ez eus bet skrivet meur a bajenn skoazell ar spisañ ar gwellañ. Gwellaet e vezont c'hoazh a zeiz da zeiz. Eus ereadur ar wiki d'ar reolennoù e vo dizoloet pep tra ganeoc'h tamm-ha-tamm evit kregiñ ganti en doare gwellañ ha plijusañ.
Pennaennoù diazez
Graet e vez
pennaennoù diazez
eus ar reolennoù pennañ lakaet da dalvezout e Wikipedia adalek penn-kentañ ar raktres. Peurliesañ e vez heuliet mat ar reolennoù gant ar berzhidi. Goulennet e vez ouzh an holl ober diouto evit ma vo plijus d'an dud implijout en holloueziadur.
Chom neptu
Homañ eo
ar
bennaenn da vezañ graet diouti hed-ha-hed savidigezh ur pennad rak ur bank anaoudegezhioù eo Wikipedia.
Wikipedourien
Deuit 'ta d'ober anaoudegezh gant Wikipedourien all ha, war un dro, evit bezañ anavezet ganto ivez. Marteze a-walc'h e c'hallot ober anoudegezh gant ur wikipedour(ez) all a zo o chom nepell diouzhoc'h.
IRC
Gallout a rit kaozeal gant Wikipedourien all dre IRC (
Internet Relay Chat
, "kaozeadeg a-eilek dre Internet") ; evit se, setu aze ur roll servijerioù a c'hallit mont e darempred ganto.
Tabutoù
Goude ma vez graet o seizh gwellañ gant ar gumuniezh evit ma'z afe plaen an traoù etre an dud e c'hall dizemglevioù c'hoarvezout etre ar Wikipedourien. Pa c'hoarvez kement-se e rank pep den, hervez ar reolenn, eskemm e arguzennoù en un doare seven ha war un ton plaen.
• Ar rolloù disheñvel
Graet e vez "perzhidi" pe "Wikipedourien" eus an darn vrasañ eus an dud a gemer perzh e Wikipedia.
Merourien
zo ivez, a zo bet fiziet enno gant ar gumuniezh ar garg da ziverkañ ar pajennoù pe an degasadennoù na dennont ket d'an holloueziadur. Gallout a reont talañ ouzh an tagadennoù mennet ivez. N'int ket gourdud evit kelo-se avat ! Evit gouzout piv zo merour(ez) evit poent, kit
amañ
; evit gouzout hiroc'h diwar-benn roll ar verourien, kit
amañ
• Ar pezh emañ ar gumuniezh o c'hortoz
Gortoz a ra an darn vrasañ eus izili ur gumuniezh yac'h ma vefe gant an izili all un emzalc'h reizh a zouj da soñjoù ar muiañ-niver ; kumuniezhioù zo a c'hortoz muioc'h digant o izili eget re all.
Hag ar pep pouezusañ :
kemerit plijadur
en ur zeskiñ hag en ur reiñ da zeskiñ !
Degemer mat
Kemer perzh
Kaozeal
Pajennoù da heuliañ
Reolennoù
Wikipedourien
Pajennoù meta
Ereadur Wikipedia
Arouezennoù dibar
Tiredoù
Livioù
Taolennoù
Liamm eoret
Liammoù diavaez
| |
Kammedoù kentañ
Liammoù etreyezhel
Ouzhpennañ boued
Patromoù pajennoù
Danvez frank a wirioù
Formulennoù TeX
Wikiraktresoù
Patromoù
Roll ar patromoù dinamek
Adtapet diwar «
Rummadoù
Wikipedia:Skoazell
Wikipedia:Kammedoù kentañ
Wikipedia
Degemer mat
Rannbennad nevez
US