Wikipedia:Peder fennaenn ar Wikipedia - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Pennaennoù ha politikerezhioù diazez
Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar
Wikipedia
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.
Ar peder fennaenn
Un
holloueziadur
eo ar wikipedia
. N'en deus pal all ebet ha rankout a ra bezañ skarzhet, kemmet pe kaset betek ur raktres wiki all ar pennadoù ha pep danvez all na glotfe ket gant ar pal pennañ-mañ (en o zouez: "
N'eo ket wikipedia ur geriadur
);
Doujañs ha resped evit an implijerion·ezed all
. Ul labour a-stroll eo ar wikipedia ha ret eo doujañ da savboentoù ar re all, nemet ma savfent a-enep da bennaennoù diazez ar raktres. Ret eo chom seven, hep tagadennoù ha kunujennoù personel ha klask tizhout dont a-benn da ziskoulmañ kudennoù dre en em glevet seul wezh ma c'heller;
Doujañ d'ar gwirioù-aozer·ez
. Un holloueziadur
evit mann
an hini eo. Ur reolenn hollek eo hounnezh ha rankout a ra bezañ lakaet e pleustr en un doare strizh.
Chom neptu
. Bez' e rank pep implijer·ez klask sevel pennadoù neptu daoust d'h·e savboentoù personel. Bewezh ma tennont da zodennoù ma sav tabut diwar o fenn e ranker klask displegañ pep savboent en un doare kempouez. Ur reolenn hollek eo hounnezh ha rankout a ra bezañ lakaet e pleustr en un doare strizh.
Gwelit ivez
kemmañ ar vammenn
Pemp pennreolenn ar wikipedia
Adtapet diwar «
Rummad
Wikipedia:Pennreolennoù Wikipedia
Wikipedia
Peder fennaenn ar Wikipedia
Rannbennad nevez