Yen - Wikipedia
Mont d’an endalc’had
Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gwelet
Yen (disheñvelout)
Yen
日本円
ur bilhed 2000¥ a skeudenn
Shureimon
Kod ISO 4217
JPY
Implijet e
Japan
Monc’hwezh
−1.8%
Andon
The Statistics Bureau and the Director-General for Policy Planning
, 2009 Jun. est.
Rannadur
1/100
sen
1/1000
rin
Arouez
Plural
Liester ebet ez eus e yezh ar moneiz-mañ.
Pezhioù
1¥, 5¥, 10¥, 50¥, 100¥, 500¥
Bilhedoù
1000¥, 2000¥, 5000¥, 10000¥
Bank-kreiz
Bank Japan
Lec'hienn
www.boj.or.jp
Mouler
National Printing Bureau
Lec'hienn
www.npb.go.jp
Ar
moneiz
japanat
ofisiel eo ar
yen
. Krouet e oa e miz Du
1870
e-lec'h ar
ryō
(両). JPY eo e god
ISO
. Ar yen a veze rannet e
sen
, hag e
rin
zoken (1/1000), n'int ket implijet abaoe
1954
avat.
D'an 28 a viz Eost
2023
e talve un
euro
158,38 yen.
Doare skrivañ
kemmañ
kemmañ ar vammenn
E arouez grafek e
latin
a zo
. E
japaneg
e skriver
a zo ur stumm eunaet eus an doare-skrivañ kozh 圓. 円 a vez distaget « en » e japaneg (
/en/
). Ar skrivadur « yen » a zeu eus
romanekadur
an doare-skrivañ kozh sinaat-ha-japanat ne zalc'h ket kont eus emdroadur an distagadur. « En » e japaneg a dalv kement a « kelc'h » — evel e sinaeg
yuan
pe e koreeg
won
, ur
gerdarzh
heñvel ganto eta.
Pezhioù moneiz
kemmañ
kemmañ ar vammenn
1 yen
5 yen
10 yen
50 yen
100 yen
500 yen
Bilhedoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Bilhedoù kozh 100, 500, 1000 ha 5000 yen (tu mat)
Bilhedoù kozh 100, 500, 1000 ha 5000 yen (tu gin)
Seizh seurt bilhedoù a vez graet ganto hiziv an deiz (2006), gant un dalvoudegezh a 1 000, 2 000, 5 000 ha 10 000 yen. Ar bilhedoù 100 ha 500 yen n'eus ket anezho ken.
Tri eus ar seizh-mañ a oa roet o mon ganto adalek ar 1

a viz Du 1984.
Ar bilhedoù 1 000 yen, skeudenn ar skrivagner
Sōseki Natsume
(1816-1867) warno.
Ar bilhedoù 5 000 yen, skeudenn
Inazo Nitobe
(1862-1933) warno.
Ar bilhedoù 10 000 yen, skeudenn
Yukichi Fukuzawa
(1835-1901) warno.
Ar bilhedoù 2 000 yen ne vez ket kavet kement anezho dre ma oant lakaet er-maez diwezatoc'h, d'an 19 a viz Gouere 2000.
Bilhedoù nevez 1 000, 5 000 ha 10 000 a oa lakaet e-barzh d'ar 1

a viz Du 2004, 20 vloaz goude ar re all eta, evit klokaat reizhiad surentez ar bilhed nevez 2 000 yen.
Ar bilhedoù 1 000 yen, skeudenn ar mezeg
Noguchi Hideyo
(1876-1928) warno.
Ar bilhedoù 5 000 yen, skeudenn ar skrivagnerez
Ichiyo Higuchi
(1872-1896) warno.
Ar bilhedoù 10 000 yen, skeudenn Yukichi Fukuzawa warno adarre ; kemmet eo bet tresadenn an tu mat avat, n'eo ket ur fazan ken met ur
feniks
, tennet eus templ
Byōdō-in
(平等院) e
Kyōto
, ar memes hini a zo war ar pezhioù 10 yen.
1000 yen (tu mat)
1000 yen (tu gin)
2000 yen (tu mat)
2000 yen (tu gin)
5000 yen (tu mat)
5000 yen (tu gin)
10000 yen (tu mat)
10000 yen (tu gin)
1000 yen nevez (tu mat)
1000 yen nevez (tu gin)
5000 yen nevez (tu mat)
5000 yen nevez (tu gin)
10000 yen nevez (tu mat)
10000 yen nevez (tu gin)
Feur-eskemm euro / yen
kemmañ
kemmañ ar vammenn
Feur € / ¥ adalek
1999
betek
2022
Liammoù diavaez
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(en)
Lec'hienn Bank Japan
(en)
Currency Museum
(en)
The American numismatic association
(en)
Pezhioù moneiz japanat (skeudennaoueg ha katalog)
Skeudennoù bilhedoù japanat kozh hag a-vremañ
Notennoù
kemmañ
kemmañ ar vammenn
(ja)
(en)
Bank of Japan'
Kavet :
29 Eost 2023
日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan
• Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける
Adtapet diwar «
Rummadoù
Moneizoù
Japan
Yen
Rannbennad nevez